Un darvoud, pegen bihan e vefe, mennet pe get gant an oberour (gwezher), zo ennañ e lod a hollvedegezh, munut marteze, diheverzh, hogen a c’hellfe devoudañ un hontkenderc’hañ.
A-wechoù, e-lec’h klevout an hontkenderc’hañ ne daoler pled nemet ouzh ar c’halvezañ, ouzh dibaregezh an darvoud. (Ober a ran gant klevout evit merkañ n’ eo ket alvezel an hontkenderc’hañ. Hag eo azas ar ger ?)
Miret e vo arlivioù lec’hel, henvoazel, askenderc’het ur yezh, sellet evel dibarek, hep gwelout e c’hell he lod a hollvedegezh bezañ aet da amparañ doareoù all bev hiziv an deiz hag azasoc’h ouzh ar bed ma vennomp buhezañ.
Dalc’het e vo d’ ur furm kozh, a zo risklet en anistor, e grignol an istor, hep e veizañ en emdroadur ar yezh, hep gwelout barregezhioù hollveziadekaat ar yezh a-vremañ, hep e lec’hiañ en emdroadur ar bed, e-barzh niñvañ ur gumuniezh denel bev.
Ur meizadur eus an istor eo, meizadur anistorek leal.
Seurt meizadur a ra eus ar brezhoneg ur rannyezh eus kornog Frañs dindan beli ar galleg degemeret da yezh a sevenadur nemetañ gant rannyezherion vrezhonek.
Ar re a glask sevel ur yezh pobl hiziv, ur parlant «hollveziadek» n’ o deus evit gwir keal resis ebet eus ar bobl, eus ur gumuniezh tud, eus an istor. Dave a reont d’ ur bed a zo bet evel ur skeudenn gozh karet eus tud n’ o deus ket anavezet.
An istor zo evito un heuliad darvoudoù bet kaset da benn dre youl hiniennoù, elfennoù dibarek a stagont kenetrezo dre youl o from, o angerzh. N’ eus evito nemet hiniennoù eus ar vrezhonegerion, an hinienn ez int o vezañ e penn ar re all o reiñ e ali hiniennel, mouezh e drivli. «Pep hini zo libr». Frankiz ar re varv eo se, frankiz ar sujidi pe ar sklaved, bevañ ha n’ eo ket buhezañ.
Merañ a reont ar yezh evel ma vefe un danvez neptu, ur c’halvezad eus ar boutinañ. Merañ a reont ar vuhez evel ma vefe alvez ha beved : chom bev ha merañ kalvezadoù.
O yezh, o fobl, zo mojennek, un handerc’had, un c’halvezad hep buhez. Dal int d’ an istor pa ne reont nemet amprestañ «kealioù» digant stuzegezhioù estren dezho evel traezoù. Ne reont nemet dedalvezout kealiadurezh ur stuzegezh a c’houzañvont muioc’h eget ne berzhiont enni.
Penaos emouezañ ouzh ar bed pa vezer en anistor, destuziet ?
Hag e c’hellfe bezañ un hent aesoc’h da adkavout an istor ? Ne gav ket din. N’eo nemet pouezh ha gwered ar stuzegezhioù beveziñ. Moarvat emañ ar stuzegezhioù beveziñ en hil ar stuzegezhioù hollveliour.
Spontus eo galloud ar renadoù hollveliour war ar yoc’hoù. An hevelep pouezh a lakaont war an hiniennoù ha frammadur ar c’hampoù bac’h pe ar sklaverezh. Divarrek eo an hinienn enno keit ma ne dec’h ket diouzh galloud ar gumuniezh ren, keit ma ne sav ket e gumuniezh digor war an hollved.
Pegen dister e vefe avat, pep darvoud denel zo en hollved.
Chom e c’hell e hollvedelezh er par galloudel, pe amparañ ur c’halvezad dibarek a zoug e sammad hollvedelezh a-raok na vefe bet merzet, meizet, niñvet.
Bez e c’hell, avat, bezañ devouder un hontkenderc’hañ ha degas buhez, seveniñ bed…
A-wechoù e c’haller tremen hep an hontkenderc’hañ ha kemer da zremmwel ar c’halvezañ, dibaregezh ar c’halvezad, ha krediñ ent leal kavout ennañ an hollved.
Ar bed ne vefe neuze nemet dastumad ar c’halvezadoù dibarek lakaet kichen ha kichen en o lieselezh. War ar skouer-se e vo miret holl arvezioù lec’hel ha tremenet ur yezh, yezh dalc’het evel kalvezad, dastumet en anistor grignol pep hini, hep keal eus emdroadur ar yezh a-unan gant emdroadur ar bed e maezienn ar vuhez.
Techet eo pep hinienn digenvezet er yoc’h da dreiñ kein ouzh amparadur ur gumuniezh denion a emdro gant ar bed. Yoc’hekaat poblañsoù ar bed a zistruj barregezhioù an denion da amparañ kumuniezhioù istorekaus.
Petra a c’hell kavout un hinienn repuet e-barzh he c’hrogen-c’hrignol kollet en un yoc’h-yod disneuz ? Netra nemet an eurvad hag ar marv.