kig hag erlec’hiad

Dre un degouezh o lakaat e kont un niver mat a zarvoudoùigoù on bet degaset da sellout ouzh viande et substitut gant Ariane Denommé, lakaet enlinenn e 2008 war al load grandpapier.org.
Dres ar rizh handerc’hañ a blij din, tost ouzh ar pezh a gavan deurus el lennegezh pobl.
Un darvoud eeun ennañ un heuliad darvoudoùigoù a c’hoarvez unan hag unan ha war un dro.
Ne ouzer netra eus ar pezh a zo a-raok nag eus ar pezh a vo goude.
N’ eo ket diazezet war gealioù hogen war ur buhezañ. N’ eo ket ur renabl darvoudoù urzhiet ha termenet, plas zo d’ an dargouezh.
N’eo nemet plijadur ur valeadenn, amjestregezh ha pinvidigezh ar buhezañ.
Plas al lenner zo bras a-walc’h dre binvidigezh ur pred berr en ur buhezañ boutin.
Kaer eo.

monstre sacré

Monstre sacré, titl orin : National Treasure, erbarad Jack Thorne, kenwerc’hañ Marc Munde, 3 eur 12 min, film skingaset e 4 rann, Breizh-Veur (2016)

Iskisat dibaboù. Ober eus prosez un den a galite un abadenn lipet cheuc’h, un handerc’had a sell ouzh ar vuhez evel ouzh ur film, un handerc’had daouel.
Troc’het eo bet al liammoù gant ar vuhez evit ober un displegadenn war begen diaes eo evit ur den brudet bezañ tamallet dezhañ bezañ gwallet merc’hed.

War zigarez ar skrij eo graet pezh a c’hoarvez en ur bern handerc’hadoù en amzerioù-mañ eleze lezel an arvesterion en entremar.
E lec’h dibuniñ darvoudoù un istor eus an derou betek an dibenn e roer skeudennoù lipet eus pezh a zo c’hoarvezet hag eus soñjoù an tudennoù evel ma vefent c’hoarvezet…
Aes eo neuze d’ an arvester chom pell eus an darvoudoù diskouezet ha kenduañ gant ar benndudenn digudenn ma ne wel ket an arverkoù, a zo peuz diwelus en abeg da furm ar film.
Ar gwaller zo un dremmour lorber, azeulet, an darvoudoù zo un arvest en arvest hag ar film un handerc’had da ziskouez ampartiz an aozerion war o micher sevel skeudennoù.
Chomet eo an aozerion er-maez eus an darvoudoù un tammig evel oc’h ober stadegoù, pe ur renabl eus darvoudoù gwirion o klotañ gant dodenn ar film. Ne gav ket din e vefe spirus d’ un handerc’hañ pinvidik ha digor.

Deurus eo seurt kalvezerezh emichañs, ha pleustret eo kalzik abaoe pell, hogen displijus eo evidon, evel kalvezerezh ar fals roudoù, evel ma lavar ur mignon din, a zo ur c’halvezerezh boaz er filmoù polis. Paotaat a reont ivez er seurt filmoù skingaset e tammoù. Un doare da zerc’hel an arvester betek an dibenn, diwar goust an danvez avat. C’hoari brount.

Amañ e tiskouez mat ar filmaozer bezañ arzour a-vicher. Labour mistri eo ar skeudennoù hag ar sonerezh.
An istor avat n’eo nemet un digarez da sevel un oberenn.
N’ en deus ket an aozer kontet dimp un istor hogen meret danvez en un doare brizhergorek. Kalz re vrav eo skeudennet ar bennduden avat ha livet kalz re verr ha reuzeudik ar merc’hed a zo en orin ar prosez evit ma vefe ergoregezh en oberenn.
Talvezout a ra ar boan sellout outañ, paneve nemet evit ar livioù glas-gwer-ruz-teñval hag ar benndudenn, an haroz, ken skedus ha ken denek.

e sigur Watchmen

Watchmen gant Alan Moore, evit an erbar, ha Dave Gibbons, evit ar skeudennoù, DC Comics 1986/1987, Troidigezh c’hallek Jean-Patrick Manchette, embannet an holl levrennoù e stumm ul levr postek gant URBAN COMICS e 2012.

Pa lenner rakskrid embanner gall Watchmen, Doug Headline e kaver roud un tuadur a denn d’ ober ur plas d’ ar bandennoù treset e metou an arz ensavadekaet, eleze war nevid ar c’halvezadoù arzel hag e metaoùioù an dud stuziet war an arz ensavadekaet, ar mirdioù, ar palerioù arz, hag an dastumerion…
A-raok labour Alan Moore ha Dave Gibbons e vije bet ar bandennoù treset, evit dalc’herion ar bandennoù treset evel un arz, un doare ledkultur mat da vezañ bevezet gant tud dister, un diduamant evit bugale, ha n’ eo ket kalvezadoù kulturel sirius evit tud a oar. Setu pezh on techet da soñjal.

Evit d’ an dresourion istorioù bezañ arzourion, bezañ degemeret evel «krouerion» wirion, eo bet ret dezho diskouez o sentidigezh ouzh ar stuzegezh ren. Ret e oa dezho bezañ soliet o labour er stuzegezh ren.

Gallet o dije an dreserion nevez en em lec’hiañ en hil ar stuzegezh pobl. Padal e vije bet ret dezho degemer e c’helle bezañ eus arz ha stuzegezh pobl eleze kalvezadoù ha gwezhiañ tost ouzh an holl, hegerzh d’ an holl.
O stuziadur, dre ar skolioù ma oant bet o studiañ, dre ar metaoùioù a zarempredent, a vire outo da gemer an hent-se.

Ar bandennoù treset padal zo un arz eskoret eus ar stuzegezh pobl, un arz tost ouzh an dud.
Diorreet eo bet an istorioù gant tresadennoù er c’hazetennoù, lennet gant micherourion hag implijidi, ma skrive tud tost ouzh ar metoù-se a gejent war o femdez. Tost tre edont emichañs eus ar stil kazetennel, ur skritur war ar prim da vezañ komprenet war ar prim. Padal ne oant ket keleier hogen ul lennegezh treset.
El lennegezh treset ez adkaver trepetoù ar pemdez ha doareoù da c’hourzhtreiñ an darvoudoù dre ar fent an aliesañ, pezh a zo boutin en oberennoù pobl, ha dre an tresadennoù dreist-holl, a zegas dremmwelioù ledanoc’h d’ ar gerioù ha d’ an darvoudoùigoù a hañvalfe hepto eus ar boutinañ.
Prederioù an tudennoù hag o iziunadoù a eskor eus an oberoù, an darvoudoù.
Diwerc’hegezh an tresadennoù hag an darvoudoù zo un digor d’ an tudennoù, kement a grogoù da vont en tu all d’ ar pezh a zo gouzañvet dre dennañ korvo eus an dargouezh.
Ne glasker ket souezhañ pe gelenn al lennerion, diorren furmoù kemplezh ha spletus evit an «arzour» da remziadiñ, d’ en em lakaat anavezout evel perc’henn e galvezad.

(E Frañs, Tardi, da skouer, a oa deuet a-benn da ensammañ an hil pobl. Ne bella ket re diouzh ar binvioù, ar stumm, an danvez, oc’h adlec’hiañ ar bandennoù treset er stummoù arz pobl kent evel ar feilhtonioù : stumm an tresadennoù, kalvezerezhioù kozh da lakaat skeudennoù er romantoù pobl, lennegezh diduiñ endalc’het enni prederioù an den war e dammig buhez…
Dre binvidikaat hag eeunaat ar furmoù d’ ho lakaat e dalc’h an istor e ro d’ al lennerion un nesaegezh oberiant ouzh an danvez. Kenderc’hel a ra gant an erv boulc’het gant e ziaraogerion, aozerion na oant ket troc’het diouzh ar stuzegezh pobl ma vez an arz kened ha niñvañ ha n’ eo ket labour, kenderc’hañ ha diduamant nemetken.)

Lavarout un istor, pe sealou un istor, n’ eo morse diduamant hogen gwezhiañ, emañ war dachenn an niñvañ. An amzer tremenet er c’havioù hag er c’hafedioù ma c’hoarvez bepred darvoudoù dieil eskoret eus an niñvañ n’ eo ket amzer kollet.

An dresourion a vremañ pa arc’hont an dezvad arzourion a sav darvoudoù ha tudennoù da zedalvezañ kealiadoù raksavelet, war-bouez kalvezerezhioù a sellont evel o ferc’hentiezh, evel ganet en o c’hreizon hag a dro en-dro o zammig buhez, dres eveldon. Kleñved ar gevredigezh veveziñ eo moarvat.

N’ eo ket sur hag eo deuet a-benn oberennoù Tardi da dizhout ul lennerion ledan.
An embannerion a daol pled ouzh o «arzourion» d’ o lec’hiañ en o nevidva ha n’ eo ket d’ o skorañ da ziorren o ferzhioù denel. Ezreolderioù ez eus.
Ned eo deurus evito un aozer nemet e kement e vo prenet al levrioù, ha prenet e vint gant izili ar metaoùioù o deus amzer, arc’hant, hag ur stuzegezh da brenañ kalz levrioù. Ret eo neuze dezho embann levrioù kaer ha n’eo ket traoùigoù embannet war baper fall a uzo buan dre forzh bezañ lennet gant ar vugale koulz ha gant an oadourion, hag a echuo e korn ar privezioù. Petra soñjit ? Ar arz zo peurbadel. An arz marteze, ket ar c’halvezadoù daoust da strivoù ar metaoùioù a emveiz evel peurbadel.
Dre an embannerion eo tremenet ar bandennoù treset eus tachenn un arz digor gant kalz lennerion da dachenn un arz ensavadekaet evit dastumerion hag arbennigourion.
An doare surañ eo bet da zistrujañ enno pezh a oa ur buhezañ, d’ o c’hantañ er c’halvezañ, ha da glozañ dremmwel un arz hontkenderc’hañ. Marteze eo bet en orin kalvezadoù pinvidik, arz, e-touez un toullad kalvezadoù dister avat.

Distrujet eo bet un arz pobl hag al lennerion distuj a ranko ober o mad eus ledoberennoù pasket dezho peogwir eo, sañset, an dra nemetañ int barrek da gompren. Roet eo dezho ul ledarz da veveziñ.
Kalz nebeutoc’h a galvezerezhioù a oa d’ ar sevel bandennoù treset e deroù an 20et kantved,
pezh a roe stabilded d’ al lennerion, ur geriaoueg (treset ha skrivet) komprenet d’ ar sell kentañ gant kalz tud dre an nebeut stummoù diazez ma kave an aozerion drezo an tu da zegas ul liesseurtelezh bammus en ur chom tost ouzh al lennerion, ouzh o stuzegezh, o reiñ tro dezho da vont davit dremmwelioù ledan.

Hiziv an deiz eo bet liesskementet ar c’halvezerezhioù. Pep hini a vount dirazañ E galvezerezh, estlammus, bammus ha…digomprenadus evit an hini na venn ket bezañ ur arbennigour hogen un den nemetken o lenn un istor, o tegemer keloù digant ar bed hag o ferzhiañ ennañ.

Hent Alan Moore ha Dave Gibbons a droc’h gant ar arz pobl. Aet eo ganto d’ un dafar d’ o frederiadennoù arbennigourion stummet gant ar stuzegezh ren.
Ar sell taolet war o labour gant arbennigourion ar c’hultur zo en hevelep bed.
E-lec’h kaout un dremmwel, ur sell ledan war ar bed, bezañ o vuhezañ emaint en alvez. Berniañ a reont kalvezadoù ha dedalvezout kalvezerezhioù. Diskouez a reont o ampartiz pa c’hortozer diganto trehontiñ o femdez.

Ne vern, lennit Watchmen ha grit ho mad eus an danvez stank a zo bet lakaet e-barzh.

Keuz a’ m eus me da Bibi Fricotin. En abeg da seurt lennadennoù ne vin morse un den sirius avat.