douaradur

Ar glav a gouezh a-bilh war ar vered vras kollet e-kreiz ur bannlev dianav.
Kilometradoù graet gant ar c’harr ar fri war ar GPS.
Sipet ar spered hag ar c’horf gant an hentred. Eurvezhioù gant an daoulagad war an hent, ha tizh bras.
Difoupet omp eus ar gourhent. Tapet en engroez stank ha gorrek.
Ar gêr, bepred ar gêr. Divent. Straedoù eeun diziwezh. Hentoù peder forzh chouket warno miliadoù a girri oc’h ober o zoull e-mesk savadurioù dizanv a-viliadoù.
Chom a sav, loc’hañ, chom a sav, loc’hañ. Gludet er morad karrbedoù. Luc’hed ar gezeg-tan en em sil en dolzenn, preñved o c’hwiliañ en un tamm kig brein.

Nebeut a dud e-barzh an iliz. Yen, strizh, gennet e skej daou straed.
Ur beleg fichet mat en e borpant. E vouezh skiltr ha gwan a zibun gerioù dibouez.
Kanaouennoù gallek boas al lidoù kañv. An ograoù dientan, dister.
An ezmaer proprik a veul gwazh an hini varvet gant jourdoul ha fent, penaos en doa graet eus ar gumun ur greizenn vroadel pouezus a genstrivadegoù kezeg-houarn, penaos ne vije ket deuet a-benn hep bezañ eilet gant e wreg.

A-boan diskennet eus ar c’harr tuet er bali e-kreiz ar vered ramzel, setu ni pilet gant an dour bannet eus an neñv. Plijadurioù miz meurzh.
Ur baouezenn a ro tro d’an holl da vont da deurel ur bozad dilennoù roz war an arched.
Kenavo er bed all !
Mab ha mab bihan ouzh on stardañ war glebor o dilhad. Daeroù en o daoulagad.
Diaesat ha diziouerusat glac’har.

Estrenion a ya pep hini diouzh e du beuzet e gouloù an oabl louet, a gammedoù lezirek war draezh glep an alezioù.
A bep tu dimp en em led ar gêr divevenn, dianav.

Piv oamp ?

minorelezhioù

Degemeret ’m eus ur valad digant ur vediaoueg a zivout un diskouezadeg «Clichés en tous genres – homme, femme, autre»

Soñjal a ran ez eus anv aze eus minorelezhioù, ha minorelezhioù oberiant, gant an aozerion, ha ma vo anv eus oberennoù kalz digoroc’h hag hollveziadeloc’h, e vo sachet an traoù war dachenn ar vinorelezhioù ha n’ eo ket war dachenn an hollveziadelezh.

Difenn ar minorelezhioù ? Ya met pere ha penaos ? Hag ez int minorelezhioù pe vrientinion ?
Hag ez eus anv da grouiñ ur bed kaeroc’h pe hag ez eus anv da arc’hañ evit bezañ degemeret e-kichen ar minorelezhioù brientek a ren war ar seurt bed divalav ma vevomp ?
Divalav eo evidon hogen dedennus meurbet evit un niver mat a vinorelezhioù.

Hag e ren an difreterion vreizhek un obererezh dieubus evit an denelezh, pe ha ne reont nemet arc’hañ evit ma ve o dibarderioù degemeret gant ar vrientinion ?

Pa niñv Brezhoned, pe Heñvelreviaded, pe Yuzevion evit pinvidikaat an denelezh en em gavan en o c’hichen. Padal pa glaskont terkañ un tiriad, ur bastel eus ar galloud da verañ ar bed evel m’emañ, dorn ouzh dorn gant ar minorelezhioù vrientinel a ver ar bed, e teuont da vezañ ken noazus hag an holl vinorelezhioù o deus renet war ar bed en anv o brientoù. Dre hennad, dre orinoù gwengelel (gouenn, orin doueel, spered dreist…), e ren ar minorelezhioù brientek hag ar minorelezhioù oberiant a suj outo evel m’ en em lakae an dudjentil e gwazoniezh un Aotrou a-berzh Doue.

Ne glaskan ket gourlakaat ouzh an dud va arver eus ar brezhoneg. Ne arc’han ket a-enep an dispriz lakaet war dud va metou, ar milmilion a dud-se er bed direnet d’o labour hepmuiken. Ne glaskan ket ul lochenn ma vo tro da vrezhonegañ pe da baboriñ e peoc’h dindan gwarez ar vrientinion ?
An holl dud a glask tostaat ouzh ar minorelezhioù brientek o ren war ar bed zo tonket da gemplegañ d’o stuzegezh drastus evit an denelezh, drastus evit ar minorelezhioù oberiant o-unan.

En hevelep mediaoueg ma reer an diskouezadeg er mare-mañ on bet da gemer perzh en ur veilhadeg. En emvodoù da brientiñ al labour em eus bet tro da gomz a-zivout ur marvailh a oa bet kalfichet gant ur sorbiennour. Ne zalc’he ket kont an den eus danvez ar sorbienn. Ur sonerez a son en ur stroll festoù-noz a abegas din e c’heller ober pezh a garer peogwir eo hengounel… Mo’ se ’mañ an hengoun.
Penaos e c’hell an dud-se kaout ur seurt dispriz ouzh ur stuzegezh pobl ?
Hekleviñ a ra ouzh respont ur sorbiennourez all a zisplegen dezhi e oa ar sorbienn a ginnige deuet d’un diduamant dister pa oa en he orin ur sorbienn afrikat pinvidik e zanvez : n’eus ket a aozerion d’ ar marvailhoù neuze e c’heller ober pezh a garer ganto a lavare hi, hep selaou pezh a lavaren.
Evit gwir ne ra an dud se nemet plegañ d’ ar vrientinion o tilezel danvez an oberennoù a bleustront, treveziñ ur stuzegezh arall ha disprizout un arz andoniek evit degemer ar furmoù arzel disleberet pasket dezho.

Pezh a hetan n’ eo ket bodañ tud eveldon da zifenn gwirioù na ’m eus ket, pe mont e barlenn ar re na anavezont din gwir ebet, hogen digeriñ d’ ar bed.
An dud a ra o boued eus ar stuzegezh pobl n’o deus da stur nemet o lazioù hag o flijadur. Ne veizont ket an oberennoù evel arz, evel stuzegezh, pe neuze e veizfent eo bet savet an sorbiennoù-se gant tud, arzourion a viliadoù dre ar bed, peadra da vezañ doujus, uvel, ha da gaout c’hoant da c’houzout muioc’h.
Renerezh ur vediaoueg all a lavare din e veze degemeret ar stuzegezh pobl ha skoaziadennet gant emframmoù tiriadel Frañs. Evit gwir e komze eus ur gevredad a ginnige sonerezhioù a orin poblek advalet gant an arz ensavadurel, skarzhet eus o danvez pobl a oa re lous emichañs evit bezañ degemeret er stuzegezh ren.

Ar minolerezhioù ne zeuont da vezañ dañjerus nemet p’ o deus ar galloud politikel hag armerzhel, evel Stad Israel a c’hell lazhañ izili eus ar boblañs palestinat, evel ma vefe konikled, war diriad ar pezh a zo bet goulezet dezhi eus he bro. E Siria e lazher poblañsoù a-bezh… Pep hini eus ar galloudoù-se a lavar ober un enepstourm kenfeur d’ an dagadenn (riposte proportionnée) !
N’eo ket kempar d’ar saviadoù pe d’ an darvoudoù avat, hogen d’ an aon a zo hini ar minorelezhioù brientek. Ur wech kemeret ar galloud e chomont minorelezhioù pezh a ro neuze da gompren o feulster. Bresk eo o galloud dirak ar yoc’hoù a vennont mestroniañ ha prest int da lazhañ evit mirout o brientoù.
E Frañs, en un doare hengounel e kas ar Stad e soudarded a viliadoù da zilojañ un dornad paour kaezh tud evit diskouez e gigennoù, ha reiñ d’ an holl dud dizesk meret gant ar Stad da c’houzout piv eo ar Mestr.
Lu ha mantrus eo lazhañ ha mac’hagnañ tud, pe kemer ar riskl d’ ober, evit ken nebeut.
Al loened ne gredont ket ober kement kenetrezo. N’ eus nemet an denion a ver an dud hag ar chatal evel-se.

Gwell pukañ d’ ar bed eget difenn brientoù. An doare nemetañ eo da vezañ denion diles.
Perzhiañ er bed a-gevret gant tud n’o deus da stur nemet o brientoù, plegañ dezho war zigarez ober berzh, zo kenkoulz ha ledañ er yoc’hoù o c’healiadurezh vrientinion, kreñvaat o galloud ha kenduiñ gant o leviadurezh a vac’h ar yoc’hoù e tachennoù strishoc’h strishañ eus ar gedvuhez.

Ne hañvalomp ket tostaat ouzh un araokadenn vras diouzh an darvoudoù c’hoarvezet en deizioù-mañ. Dispis a-walc’h ez hañval bezañ meneg ar minorelezhioù.
Kammedoù bihan zo bepred mat d’ober avat, paneve nemet pellaat diouzh ar minorelezhioù ren e pep keñver.

kannaded

Digresket e vefe eus un drederenn niver ar gannaded hag ar senedourion e Frañs !
Petra eo ar pal ?
– Arboellañ arc’hant ar Stad ?
– Gwellaat labour ar gannaded ?
– Reiñ muioc’h a c’halloud d’ ar penn Stad ?

– Da zigreskiñ mizoù an Dael e vefe kalz gwelloc’h digreskiñ an arc’hant roet d’ ar gannaded da dostaat o c’horvoderioù ouzh re ar geodedourion frañses a zo dindan ar gopr keitat talet e Frañs pa ‘z int ar re niverusañ.
– Gant an niver ez int bremañ ar gannaded ne reont ket gwall vat o labour ha digreskiñ o niver ne rafe nemet digreskiñ perzhded o labour…
– An elfenn yael a chom zo kreskiñ galloud ar penn Stad.

Drastus e vo digreskiñ niver ar gannaded evit ar werinelezh avat. Pellaat a ray muioc’h c’hoazh ar gannaded diouzh ar geodedourion o tont da vezañ un dornad politikerion a-vicher na c’hallint mui nemet derc’houezañ tud o c’hendere. Pezh a c’hoarveze endeoAr re nevez er metoù-se a gemere buan ar pleg.
Gant un niver bras a-walc’h a gannaded e c’hellfe un treiñ eus ar gannaded dre drederenn, da skouer, reiñ tro d’un niver brasoc’h a geodedourion da berzhiañ e labour an Dael, ha dre se d’ emstummañ hep lakaat en arvar arc’welerezh an Dael.
Ne virfe ket, er c’hontrol, da zigreskiñ goproù ar gannaded evit digreskiñ mizoù an Dael, pezh a argasfe ar bolitikerion a vicher eus ar c’hargoù-se en ur reiñ tro da geodedourion na vefent ket eus ar renkadoù etre da berzhiañ e levierezh ar riez Adkavout a rafent ur gopr tostoc’h ouzh goproù a zo boaz evito.
Un doare e vefe da vont davit muioc’h a werinelezh ha da bolitikaat ar geodedourion…

Digreskiñ niver ar gannaded zo arvarus. Bevennañ a ra ar metoù kevredigezhel o ren war Frañs d’ un nebeut tud stuziet er skolioù evel an ENA, pezh a zo kontrol mik d’ ur werinelezh, ha zoken d’ur werinelezh vourc’hiz.

Ar gannaded e Frañs n’ int nemet merourion ar Stad e gounid metou ar gellidouriezh abaoe pell, ha digreskiñ o niver zo un tun da reiñ muioc’h a c’halloud da vetou ar gellidouriezh dre besketañ en hevelep skolioù tud o deus an hevelep stummadur merourion ken armerzhel, ken amaezhel.
Un doare e vefe ivez da vont plarik davit un unstrolladegezh politikel : derc’houezhourion an amaezhiourion stuziet a vefe e penn ar galloud.
Ne vefe mui ster ebet d’ an dilennadegoù. Ha ster o deus c’hoazh, pe n’ int mui nemet un arvest ? N’ eo ket un degouezh mar digresk niver an dud a ya da vouezhiañ evit an dilennadegoù broadel e Frañs. Ar bras eus ar boblañs en deus meizet, pe klevet, ne oa nemet ur c’hoari ha n’ eo ket un argerzh politikel fetis.
An emstriverion a oa abaoe pell tud a-vicher stummet en hevelep skolioù, ar strolladoù politikel n’ int mui nemet dilerc’hioù an 19t kantved pa glaske bourc’hizion stuziet diorren ur werinelezh oc’h aotren da geodedourion Frañs perzhiañ e gwellaat o aozioù bevañ.
Tamm ha tamm avat eo bet kollet seurt amkanioù hag eus derc’houezourion ar boblañs pe ar riez eo aet an dilennidi da bolitikerion a-vicher.
Ur farsite eo bet komz eus izili ar gevredigezh keodedel e dilennadegoù diwezhañ an Dael e Frañs. Evit gwir e oa an emstriverion en o brasañ niver kalvezveliourion. Amparet eo bet ur pare kalvezveliourion en arempred penn ar Stad da zedalvezout ul leviadurezh armerzhelour meizet gantañ ha gant e genseurted.
N’eo nemet klozadur un argerzh kroget da vat war-lerc’h an eil brezel bed, kreizennadur ar galloud politikel hag ezvevennadur ar metaoùioù n’ o deus galloud kellidel ebet. An dud n’ o deus nemet o labour da vevañ zo bet argaset eus pep buhez politikel ha keodedel, diskaret eo bet strolladoù politikel an tu kleiz. Gant renad Mitterand eo bet kaset al labour da benn.
1968 a verk diskar al luskadoù araogelour ganet en 19t kantved. Genel a ra ur stuzegezh nevez. Ar re yaouank a glask kaout ur plas er bed armerzhelour. Trouzal hag arc’hañ a ra an dud-se ha n’ eo ket sevel. Al luskad breizhek en deus kemeret an hevelep hent. Kuit eus an emsav brezhon hag eus an emsav micherour, ar stuzegezhioù micherour pe vrezhon n’ int mui nemet ur folklor.
Eskoriñ a ra un unstrolladegezh, hini ar galvezveliourion a venn merañ ar riez evel ma vefe ar boblañs un aridennad sifroù war ur follenn baper.
An termen kevredigezh zo evidon gwall zispis, n’ eus nemet ur gevredigezh armerzhel meret gant ur Stad.
Hanna Arendt a dermene «kevredigezh» evel frammadur an denion e maezienn al labour eleze frammadur lod bevedel ar gwezhiañ denel.
N’ eo ket ur souezh ma vefe bet arveret ganimp evit komz eus ur gumuniezh denel. Beuzet omp bet er stuzegezh ren a waske warnomp, ha kement striv graet da adpiaouañ un tamm denelezh hon kas da sankañ donoc’h en toull-bac’h ez eo seurt stuzegezh armerzhelour hollc’halloudek.

Berzh mat neuze d’ ar gealiadurezh o ren war Frañs er mare-mañ !
Ma fell d’ an dud diorren ur wir werinelezh, lakomp brezhon p’ emaomp e Breizh, e vo ret dezho labourat startoc’h da ziorren talvoudoù denel diles e lec’h chom e barlenn ur Stad a zifenn seurt stuzegezh mirelour hag a ver o iziunadoù evel ma vefe danvez.
Ul labour diaes hag hir eo degas kened er bed avat ha kalz aesoc’h eo chom ur sklav a glask tizhout ul lochenn welloc’h dre vont da sklav ti.

Youenn Drezen kelaouenner

Ken dizesk ez on e-keñver ar brezhoneg ha ne ouien ket pe kelaouenner dudius e oa bet Youenn Drezen.
Kregiñ a ra al levrenn gant ur sorbienn eus Iwerzhon a zo un drugar a lennegezh teodel. Netra da deurel e-barzh, un oberenn bobl lakaet bev buhezek war ar paper hep koll tra eus e zanvez.
An hevelep yezh yac’h ha pinvidik a adkaver a-hed skridoù Drezen.

An div valeadenn, e kêr an Naoned hag e kêr Gwened zo baleadennoù gwirion, dre ar savadurioù hag o istor evit Gwened ha dismantroù Naoned o tivogediñ war-lerc’h ar bombezadegoù kêr ma adkav Drezen e vignoned, pe al lec’hioù ma chomont ha ma choment c’hoazh evit reoù anezho er bloavezhioù 70, en ur gêr em eus treuzet meur a wech war droad d’ ar mare-se.

Ar skridoù talbennet A-dreuz al levrioù hag ar c’helaouennoù a ro da anavezout en un doare bev labour brezhonegerion ar prantad-se.
Dihunamb, Feiz ha Breiz, Gwalarn, Sav, Studi hag Ober, Arvor a embann skridoù e brezhoneg, kevellennoù, barzhonegoù, studiennoù…
Embannet eo ivez levrioù : ur studienn embannet e brezhoneg Traoniennoù ha Kaniennoù-mor mor gant Lan Devenneg, an hini gentañ moarvat.
Ur barrezig a Vro-Leon, Lanber, gant Loeiz Lok. « Evit ar wech kentañ ul levr diwar ur barrez skrivet e brezhoneg ha n’eo ket e galleg. »
En ur rambreal gant Yann-Vari Kerwerc’hez, un naonedat : « Romant polis bras, skrivet war-eeun e brezhoneg, peadra a skrijañ gantañ, rak lazhañ a reer tud ennañ goude o spontañ «bominapl»… ha peadra mousc’hoarzhin ivez, ha c’hoarzhin zoken, rak a drugarez Doue, ar skrivagner a zo anezhañ paotr yac’h e galon ha livet en deus evidomp, ouzhpenn ur c’hazig du koantik ken eo koantik, kañfarded dibalamour evel Yun Bulluc’h, den meur ar romant, Benead Bondu, komiser-polis, Huon Harogall, ar Squinthog, ar poliser saoz, ha nouspet all, pep hini gant e berzhioù mat, ha pep hini ivez gant e dammoùigoù sioù divat, da lavarout eo fentus. »

Un displegadenn graet e Dinan gant Drezen, Jakez Riou : e vuhez, an den, ar skrivagner zo un digarez da gomz diwar-benn stad ar yezh : ouzhpenn 100 den o selaou « kentelioù brezhoneg gant ur 40 bennak a zeskerion… « Pet kêr e Breizh Izel a c’hellfe fougeal heñvel ? »
« Ne welit ket hor brezhoneg dilezet un tammig re gant Breizhizeliz o tont da vleuniañ e Breizh Uhel ? Na petra ’ta!…Treuzet en deus dija, ur wech, ar mor, pa zeuas eus Breizh-Veur da Vreizh-Vihan. »

Un deiz all e kont penaos o kemer ur banne gant tri mignon dezhañ en ur c’hafedi e Roazhon, beajourion anezho, R.Y. Creston en o zouez, e koulenn diganto skrivañ o avanturioù beaj en hevelep doare ma c’houlenn Roparz Hemon digantañ, e-barzh Gwalarn, skrivañ pezh en deus prometet : « Peur e roio deomp Drezen, hervez e bromesa, Ar Vuhez a zo Huñvre ha Maer Zalamea ? »

« Neventi vat da varzhed Vreizh » a skriv a-zivout barzhonegoù gant Hemon « Melkoni an den e-unan e-kreiz an engroez… Ne vo meizet ar re-mañ en o c’haerder dispar nemet gant ar vrezhonegerion desket, re an dibab, evel ma vez lavaret hiviziken. » Hemon « ar skrivagner an oberiantañ, ar fonusañ eus a-bell e brezhoneg… Pinvidigezh e yezh… frazenn fetis… leun ha sklintin ha luskellus… (Hemon) o tañvañ ar joaioù boutin a zo lod ar stourmerion a vourr e-touez an dud. »

Evit embannadur ar Petit dictionnaire pratique breton-français gant Hemon e ra un distro war ar geriadurioù brezhoneg  : Catholicon, en XVIIIet kantved Pelletier, Gregor a Rostren, Armery, h.a. Neuze geriadur bras Ar Gonideg, ha Troude, Ernod, Vallée…, ha neuze an dictionnaire breton-français « «brezhoneg du-mañ» ha brezhoneg an holl… aozet er skritur nevez. »
« N’eus mui nemet ur brezhoneg skrivet, pinvidikaet souezhus gant peder eienenn-bobl… »
Menegiñ a ra ivez Pemp pezh-c’hoari berr, gant Jarl Priel, Jakez Riou, Y.V. Perrot, Langleiz ha Hemon. pep hini en ur rannyezh hag unan e brezhoneg « peder rannyezh, ur skritur hepken. »

A-zivout Frañsez Debauvais Breiz Atao, e skriv « a ouestlas e vuhez, a wastas e yec’hed, a gollas e vrud… evit ma vevo Breizhiz ur vuhez klokoc’h, yac’hoc’h, ledanoc’h, dindan lagad an heol. »

Skrivañ a ra ivez a-zivout Yann Sohier unan eus krouerion Ar Falz « kelaouenn viziek ar vistri skol lik a du gant deskiñ brezhoneg» savet e 1933. Marvet eo e 1935. « Ouzhpenn kant mestr skol bodet en-dro d’ar gelaouenn » hag « an heligentañ savet etre ar skolioù kristen ha skolaerion ar gouarnamant. »

Galleger e oa Yann Sohier, desket gantañ ar brezhoneg, evel Debauvais, evel an holl skrivagnerion ha yezhourion « beuzet e mor ar galleg… » Ar Gonideg, Kervarker, Brizeug, Joubiouz, Ernod, Vallée, Malmanche, Bleimor, Jakez Riou, Meven Mordiern» Ret eo bet dezho « dastum o deskadurezh el levrioù… » « Ar re-se a labour, a skriv… » « Brezhoneg an dazont a vo pezh a vo graet gant ar skrivagnerion. »

Kalz a zizoloer en un doare bev-buhezek e-barzh al levrenn-se, ha dreist holl pegen pinvidik ha birvidik e oa labour ar vrezhonegerion.

Youenn Drezen kelaouenner, levrenn 1 : Arvor, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1986.