ael-vat

Lakaet ’m eus e-barzh va fenn mont da welout va ael-mat. Perak ket ?
Fellout a rae din klevout keloù diwar-benn va buhez. Ket an traoù standur, anat, traoùigoù ar pemdez, trepetoù boutinañ ar vuhez denel, an hini a rannomp gant kement beved a zo war an douar, bellouriezhoù ar bevañ, an dreistbevañ, ar padout evel tamm kig hag eskern… Traoù soutiloc’h, souezhusoc’h marteze, keloù a-zivout ar buhezañ.
Ne felle ket din ober diaes da zen avat. Displijet on bet da viskoazh gant trubuilhañ an dud. Neuze ’m eus graet ar pezh a rafe forzh pe zen sibilizet (e brezhoneg breñchet), klasket ’m eus war ar rouedad niverenn bellgomz an Neñv. Kavet ’m eus niverenn sekretouriezh an aeled-vat evit va zachenn-mañ eus Breizh.
Graet ’m eus an niverenn war ar benveg pellgomz. Ur vouezh displijus eilet gant ur sonerezh dister ha borodus a lavaras din : «Linennoù ho kengomzer zo ac’hubet holl, adc’houlennit an niverenn a-benn ur pennad ac’hann». Pezh a ris.
A-benn pellgomzadennoù diniver gant an hevelep mouezh hag an hevelep sonerezh e kemmas ar gemmenadenn. «Gortozit me ho ped, emaomp o vont d’ho lakaat e darempred gant ar sekretouriezh». Nag ur spi ! An hevelep frazenn a badas, lavaret hag adlavaret, un hik skrijus etre pep poz… Ne gredis ket skourrañ ar pellgomzer. Riskloù bras a oa da adkregiñ gant rann gentañ ar bellgomzadenn e-pad un hir a amzer.
Dek devezh, teir eur ha pergont pemp munutenn dizehan e padas. Stignet va nervennoù gant kement a zisterded vil had euzhus o treiñ war gelc’h e klevis mouezh an ael e-unan, flour, yaouank, seven, resis e yezh, kaer, arz glan. Ne c’helle e nep doare bezañ ur sekretourez.
– Demat aotrou, e petra e c’hellan bezañ mat deoc’h.

Me oa bamet.
– Me ho ped. Displegit din pezh a fell deoc’h.
– Netra. Trugarez vras. Ma… Ya, pegeit e chom ganin da vevañ…
Forzh petra ! Forzh petra ! Ne raen forzh gant an amzer a chome ganin da vevañ. Kement a vuhezen a oa mat. Ne oa ket un afer a amzer.
– Lavarit din hoc’h anv mar-plij.
– Kerefri.
– Kentanv ?
– Yann.
– Emaoc’h o chom daou straed ar C’hanab e Toullarbed ?
– Ya, dres.
– Marvet hoc’h daou zevezh ’zo Yann.
– Ma ya ? C’hwi oar eo diaes-tre mont e darempred ganeoc’h dre ar bellgomz ? Mat. Mar kredan… Ne vefe ket fall ober un dra bennak.
– Ni zo o vont da adeiladiñ en ur savadur nevez a-barzh nemeur ha kalz gwelloc’h e vo an aveadurioù.
Hag e fell deoc’h gouzout hiroc’h ?
– Ya… Nann… Trugarez vras deoc’h.
– Kenavo ha kalz plijadur er bed all.
– Kenavo…

Tremenet ‘m boa daou zevezh diwezhañ va buhez o selaou ur benveg dister ha dispered betek sodiñ.

Ur c’hwiliorez ramzel a oa o fraoñval dre an ti.
Tennet ‘m eus va c’hofignon dehou ha skoet en aer betek tizhout an amprevan. E beurflastrañ a ris war al leur a daolioù spontus.
Barrek e vijen bet da vont d’ un emgann a-daolioù kofignon gant ur c’harrad CRSed.
Mad e ra skeiñ, neketa ?

Dizoloadennig plijus diwezhañ va buhez e voe. Adlakaet ‘m eus va c’hofignon e ’m zroad, ha risklet ’m eus war gelan an amprevan lous. Va glopenn a skoas ouzh ar voger hag a darzhas en un taol.
Gant daou zevezh dale e tremenis er bed all.

gloar ar brezhoneg

Petra eo Breizh ? Ent devoudel n’ eo nemet ur broviñs eus Frañs. Ar gallaouegerion en goar mat tre pa zifennont ur rannyezh kar d’ ar galleg. Ar galleg a ra unvaniezh Frañs evel elfenn eus ar stuzegezh c’hall, un oberiañ eus ar gumuniezh denion ez eo bro Frañs.
Stummoù lec’hel zo d’ ar stuzegezh-se, a denn d’ an tremened, padal e reont bepred dave d’ ur stuzegezh-ren a-us da stuzegezhioù en em lakaet e gwazoniezh ar stuzegezh-ren. Stuzegezh ar begennoù a vije bet lavaret un nebeut dekvloavezhiadoù ‘zo.
Petra lavarout hiziv ? Ne c’haller ket mui komz eus begennoù hogen eus renerion.
Ar renerion a ren war an diriad bennozh d’o galloud, hag e ve a orin armerzhel, politikel pe stuzegezhel. Galloud a zo frouezh o gwezhiañ. Gwezhiañ brientek a denn da virout evito holl dachennoù ar gwezhiañ denel ha da gantañ gwezhiañ lod brasañ tud o «c’humuniezh» d’ al labour.
Ar begennoù a oa diorreerion ar stuzegezh dre o fleustr sevenadurel, dre ma bukent d’ an denelezh.
Dispredet e oa an termen pell a-raok an 19vet kantved endeo, ha koulskoude eo bet arveret en emsav brezhon betek an ugentvet kantved.
Seurt handerc’hañ, kealioù kenderc’het diwar vruzun an tremened, a dalvezas da bleustriñ ur stuzegezh diles, egin ur stuzegezh vrezhon a vefe tu da lavarout. Daveiñ a rae d’ un amzer aet da get.
N’ eus ket kalz a dud a vefe a-du gant seurt ragach avat. War-lerc’h Gwalarn ha luskad brezhon derou eil hanterenn an ugentvet kantved ez eas an emsav brezhon d’ ur bruzunadur a luskadoù brezhonek, ha kenderc’hadoù an emsav zo aet da furmoù lec’hel ar stuzegezh ren (brezhoneg, gwenn-ha-du, skrivañ, embann ha kelenn e brezhoneg).

Hevelebet eo bet stuzegezh ha yezh, sevenadur ha stuzegezh.
Dilezet eo bet keal ar stuzegezh diles o soñjal e c’haller tizhout ar sevenadur a hiniennoù, ha perak ket dre gefleuniañ pep hini e garantez ouzh ar brezhoneg nemetken pe dre ul labour war ar brezhoneg, pe dre arc’hadurioù dibolitikaet.
Eus frouezh ur stuzegezh diles e teue ar yezh da vezañ orin ur stuzegezh diles ? Ar yezh a c’halle bevañ, diorren, er-maez eus nep kumuniezh denel, hepken dre youl un nebeut hiniennoù bet o dilested a-berzh n’ ouzer ket pe zoue o tennañ ar sifelennoù kuzhet tu bennak e bolz al leurenn.
Pep hini zo lipr hiviziken d’ ober pezh a gar eus ar brezhoneg.
N’eus ket da dortal avat, labourioù talvoudus zo graet ha tud a gomz brezhoneg bemdez. Nag ur chañs o deus. Na galonek int. Padal, a-benn kantvedoù e chomont en ur bed galleger. Binvioù ar stuzegezh c’hall zo dereat kenañ. Arabat mouzhañ ouzh e blijadur.

Tud Gwalarn o deus kaset o labourioù da benn diwar truilhoù ur stuzegezh ha krediñ a raent adreiñ d’ ar stuzegezh-se ar binvioù ret da vleuniañ a-nevez. Aet int da glask pinvidigezhioù e teñzor an truilhoù hag o lakaet da werc’hañ en o labour. Troet o deus kein d’ ar stuzegezh ren, pe kroget o deus d’ en em zieubiñ ent oberiant eus ar stuzegezh ren.
Hepto e vefe eus Breizh nebeut a draoù hiziv ha ne vije ket bet eus ar folklor truezus, hogen plijadurus evit kalz tud, a anavezomp hiziv.
Gant ar framm SADED-PREDER-EMSAV, eo bet dedalvezet labour Gwalarn d’ un egin a gumuniezh.
Pa lavaran seurt tra e c’haller soñjal ne oa ket kalz a dra. Sur eo, frouezh un handerc’hañ a ouenn gant hini Gwalarn e oa. Bez e oa avat. Gant ar frammoù-se e veze dizoloet petra e oa ar stuzegezh ren ha penaos ne vezer ket tonket da blegañ outi, pe kentoc’h d’ ober ganti. Hag ur souezh e oa gwelout ken nebeut a dud da gas ur sammad bras a labour ne oa ket barrek aozadurioù frañses kalz brasoc’h da ober. Ha dreist holl ez ae war-raok er-maez penn-da-benn eus kenderc’hadoù ar stuzegezh ren, zoken ma tiwane er stuzegezh-se. Tremen a raed d’ un arlez gouzañvat d’ un arlez oberiat, boulc’hañ hent ar politikaat.
Tro a oa da skoulmañ darempredoù gant tud, gant danvezioù, gant kealioù. Un niñvañ a oa.
Ar brezhoneg a oa benveg ur gwezhiañ rezidel, hent ar sevenadur hag egin ur stuzegezh diles.
Echu ar birvilh eo marvet ar buhezañ diles. N’ eo chomet nemet labourioù e maezienn stuzegezh ren Frañs.
Ar brezhoneg n’ eo mui nemet yezh un nebeut tud a zo o stuzegezh ar stuzegezh ren. An dud a bled gant ar brezhoneg n’ int mui nemet izili eus ar stuzegezh ren hag ar brezhoneg n’ eo mui nemet un danvez studi pe gelenn, pe gwashoc’h un danvez labour. Gwashoc’h peogwir al labour a bella an danvez diouzh ur gwezhiañ denel pinvidik evit e gantañ e-par ar bevedel hepken. Skriverion ha n’ eo ket skrivagnerion da skouer, eleze labour perzhek moarvat hogen labour, lod bevedel ar gwezhiañ denel. Skrivañ dreist-holl evit padout. Bevañ ha n’ eo ket buhezañ.
Ar brezhoneg n’ eo mui komzet nemet evel strobad rannyezhoù eus stuzegezh Frañs a-live gant rannyezhoù ar c’humuniezhoù liesseurt a bobl ar vro. Hag evel rannyezh eo tonket da vont da get pe da dreiñ d’ un diduamant evit korrgumuniezhoù Frañs, pe d’ un danvez studi evit yezhkarourion ar rannyezhoù-se ken kaer ha pinvidik gouez d’ an holl.
Da geñver ur preder brezhon da skouer e tenn an traoù da vont war zisteraat.

Gant Gwalarn eo kreizet ar striv war ar yezh hag an disoc’h n’ eo ket dister, ha kement-se diwar goust buhezioù an dud (beved) hogen e gounid ur buhezañ diles. Padal e weler kealiadurezh an dud o vont da heul ar stuzegezh ren. E-barzh skridoù Drezen da skouer ez eus un hekleviñ d’ ar chaovinegezh c’hall e rez al letonenn. Pa lop war Frañs eo evit difenn ur Vreizh advrezhonekaet, un dreistFrañs un tammig, a vefe barrek da argas an alouber hep skoazell an estrenion. Breizh zo gwan peogwir ez a da c’houlenn an aluzen digant Frañs en e soñj. Breizh ne adsavo nemet diwar e labour. Padal n’ eo ket a-enep ober gant frammoù Frañs evel ar skolioù hag o skolaerion…
Hiziv eo ar sioù-se a chom eus mare Gwalarn. Digarez an dud zo lavarout hon arc’hant eo, an hini a roomp d’ an telloù ? Paeañ telloù da Gaezar zo reiñ galloud dezhañ. Goulenn skoazell digantañ zo reiñ galloud mac’h daou dezhañ, bezañ div wech sujet dezhañ. Kement-se a oa bet merzet ha dezrannet gant SADED-PREDER-EMSAV en eil hanterenn an 20t kantved.
Goulenn arc’hant digant Stad Frañs zo mont diouzh ar stuzegezh ren, hini Frañs. Ha n’ eo ket soñjal chom gant stummoù boas ar stuzegezh ren evit dedennañ tud. Hag evit o lakaat d’ ober petra, pezh a reont mat-tre e galleg ?
Edo an emsav brezhon war an hent da zistremen an dislavar stuzegezhel a oa amparañ ur stuzegezh diles en ur vezañ eus ur stuzegezh kozh. Skuizhus al labour, hogen pinvidik.
Ha hiziv, petra a reer ?

klaskerion aour

Aour a glaskemp
kened
ha kened hon eus hadet a-hed hor c’hammedoù
diseblant
dall
skuizh rak na gavout aour

ar c’hlask a oa diles
an teñzor steuzidik

hag e ouezo an dud kollet o selloù strujus lakaat un eost nevez da zont
nemet ur fulenn espar
egin ur plant souezhus
a roint da welout
da veizañ
evit ur bennozh Doue
diseblant d’ an eostad
hep tro na distro
hep sellout dreist d’ o skoaz
beuzet en dremmwel tec’hidik
oc’h arvestiñ ouzh ar bleunioù n’ int ket bet kutuilhet
teilh d’ ar rezid

kanañ e dezerzh ur bed divent
na dalañ da dalm an dañserion
na zoujañ d’ an hengoun dispredet
d’ e garc’har
digor frank d’ al levenez
yaouank betek ar peurziwezh

trugarez d’ ho yaouankiz tremenidi iskis ha dianav
ken diforc’h ez hoc’h diouzh an dud skoachet e framm start o emgarantez
morailhet o mousc’hoarzhoù ken burzhudus

e noazh pilh e troe Fa d’ ur plac’hig
bresk
kenedus
flour
gwisket e troe da vrezelourez hedro
e goudor he c’hreñvlec’h e vil kredenn

trec’het mil gwech gant ar vuhez
war va lerc’h ha daoust din ne chomo nemet kened
d’ar glaskerion aour
dinoaz
brokus
kaer

grik !

Flapañ, marvailhat, safariñ, fraoñval, froumal, berniañ gêrioù da zerc’hel an dachenn a veure da noz.
N’eo ket mui komz hogen trouzal a reer. Al lizherennoù moullet war ar paper, treset war ar skrammoù, ar skeudennoù a viliadoù : trouz ha trouz c’hoazh.
Steuziet ar ster, uzet kened ar gerioù, leuniañ zo an amkan, kargañ, choukañ, brammat ha breugeudiñ.
Derc’hel ar gomz, derc’hel da gomz, hep damant d’ar stlenn.
Diduiñ, gwalc’hañ, mezviañ betek kleñvel.

Ger ebet. Peoc’h, disafar, didrouz, dilavar. Mut betek ma teuy en-dro ster gant pep ger.
Tec’hout rak ifern brokus ar c’haozoù. Adkavout roudoù tener ar c’haer.
Bout yaouankiz an deiz ur wechig c’hoazh, mut dindan lagad an heol, pezh divalav melenik roufennet, noazh-pilh ha splann.

Tec’hout rak an engroez ma fenn laouen an ifern yen e safar.
Flap, flap, flap a ra nijadenn an diaouled madelezhus o tasparzhañ fonnus o madigoù d’ ar vugale vrein o dent.
Kimiadiñ diouzh koroll hudur ar flapacherion a vicher ma veuz an denelezh troet d’ ur bagad deñved dibreder o redek laouen d’ an islonk.

E-giz barzh meur an amzerioù kozh disoñjet gantañ ur predig e oa barzh, ken ha ma kredas reiñ un ali d’ ar barzh o flavañ uhel a-us da ouenn an denion, ken diheñchet hag eñ e lavarin :
– Tav ! Ar bed eo a gomz, ar bed eo ar barzh, kent e selaou eo flapach koeñvet da c’herioù !