muderezh

Ur wech skarzhet maloù va boest war an urzhiataer e teu ar frazenn verr : vous n’avez aucun mail. Aucun mal ? Dispar ! Mat da c’houzout !
En ur bed ma reuz kleñvedoù a bep seurt etre kankr ha D.G.E. en ur dremen dre an haza… Roll ar re a gouezh dindan morzhol an ankoù tro dro d’ an unan o vont war goshaat a zeu da vezañ hiroc’h-hirañ, ha n’ eo ket ar re goshañ a dremen er bed all ar re gentañ, ha niver ar re steuziet en natur un hir a amzer a-raok bezañ skoet gant ar morzhol a gresk ivez.
Evit lod ne ra ket diouer. Evit lod all eo bet pinvidikaet ar vuhez gant ar gejadenn. Trawalc’h gant un nebeut eilennoù pinvidik-mor a-wechoù. Gwechoù all eo bet bloavezhiadoù dudius.
Evit ul lod bihan ez eus blaz an diouer, un islonk, ul labour n’ eo ket bet kaset da benn, goulennoù forc’het.
Ha setu an ankoù o tont madelezhus :
– Asa paotr, poent diskuizhañ er bed all.
– Va digarezit, n’ eo ket echu ganin diskuizhañ er bed-mañ, ha kalz tud a chom ganin da welout, da zaremprediñ, evit va gwellañ plijadur.

Vous n’ avez aucun mail…
Neuze kendalc’homp ha lezomp pep hini gant e blijadur.

roz-aer ?

Torgennoù diniver roudennet, flour.
Gwech an amzer ec’honderioù roz-aer a zinod ouzh o zraoñ.
Peoc’h ar glasvez ha didrouz ar gwiniegourion a zifrae e-touez ar plant.
Ur pennad ehan e freskijenn un atant, tost ouzh ar waskell.
Dilezet en deus ar paotr e labour evit hon degemerout. Al labour a c’hortozo daoust d’ an tizh a zo gant prederiañ ar plant.
Ur ger o kinnig an hent d’ un eil, e tispleg an den e istor a bennadoù bihan. Penaos e rank pukañ d’ an esporzhiañ pa zigresk ar gwerzh e Frañs. Perak ? Ne oar ket. Marteze, a soñjan, eo kresk niver ar gwinoù bouilh perzhek darevet war diriad Frañs a-bezh.
E dad a oa aozer hentoù ar barrez. E vamm a oa plac’h tiegezh.
Dedennet gant sevel gwin en doa prenet ur bastell digant un den kozh kejet en unan eus e droioù bale dre ar gwiniennoù.
Ha setu, kroget un tregont vloaz ’zo istor ar gwin-se.
Adkemeret an atant da heul e dad e klask ar mab reiñ ar gwellañ eus ar gouennadoù kavet er vro.
Klogorennoù munut a bign gorrek er werenn. Frouezh zo gant ar gwin. Soutil eo. Ennañ torgennoù hir ha kompez, glasvez an nevez-amzer, melezour teñval ar ster, evezh ha plijadur ar gwinier.
A-raok bezañ seurt andon plijadurioù, ne oa nemet ur gwinig gwenn trenk a-walc’h, ken dister hag ur rozenn-aer kollet en ur parkad ed, ken dister ha komzoù un den a zibun eeun e vuhez boutin en ur beurevezh sioul. Nebeut o vont koulskoude da zenelezh birvidik.
Burzhud ar predoùigoù diziouerus ha steuzidik.

gwaskell

Gwaskell, nag ur benveg talvoudus ha plijadurus.

O sellout ouzh gwaskell ar gwiniegour e soñjen e mendemoù va bugaleaj. Reuziañ a raen evel ur voualc’h ha debriñ muioc’h eget na zastumen eus ar rezin gwenn sukret a oa va zad-kozh un tamm mav anezhañ gant ar gouennad-se, rayon d’or.
Ur wech e oa bet ur bagad mendemerion ouzh va c’hlask gant va mamm pennfollet. Steuziet e oan, kousket ma oan e disheol ur skod-gwini o koazhañ va c’hofad rezin.

Gwaskell, ger flour a son evel gwask ha minwask, gwasked ha gwaskerezh…
Moulañ paper a c’hell bezañ skor koulz d’ ar werin vlin ha d’ he gwaskerion.
Ul levr moullet brav a c’hell bezañ un heklev, ur skeudenn d’ ar rezid, koc’hien an niñvañ hag ivez eiler ar gwaskerezh.

Ar sun o redek dindan ar waskell, dindan pilpasañ ar mendemerion ruz o divharoù noazh, goet, prederiet gant ar gwiniegour, aet da win, a vo kenkoulz benveg ar waskerion hag hini an emsaverion, daoust da vennadoù an hini e savas gant aked.

Penaos dont a-benn da c’houzout mar bev an oberour e digenvez e un, e hun, e hunvre ?

Ar gerioù ne dalvezont mann a unanoù. Treiñ a reont da garc’har pa vezont rouez. Ec’honderioù divent zo ret dezho da hekleviñ ouzh kendirvi a-bell, dre ar ster, dre ar sonioù, dre vuhezañ ar yezherion.

Ar brezhoneg a anad din a-wechoù evel ur c’harc’har.
Toullañ kaoz gant ur gwiniegour a lavar traoù eeun ha resis gant gerioù eeun ha resis, gant ur galleg pobl a zo va yezh vamm, zo ober rezidek evidon.
Dasoniñ a ra gwiskadoù disgwel ar gerioù ha buhezañ mut ur gumuniezh tud, hini ur gêriadenn stank o verdeiñ war renkadoù torosennek ar gwiniennoù.
Bevañ ha buhezañ.

Nebeut ac’hanon gant va brezhoneg teuc’h.

oe !

Piv eo an Nomenoe, a c’houlenn ar bobl ? Ar gouerion a zlefen lavarout, rak Jakez Riou a gomz eus kouerion evit gwir. Un diforc’h a ra etre ar gouerion deskrivet evel tud o deus peadra, hag ar werin, tud n’ o deus netra evel ar foeter-hent, pe zoken Izidor, mab mestr ostaleri an Trilonk troet muioc’h da huñvreal eget da heuliañ roudoù e dad.
Buhez ar gouerion zo talmet gant darvoudoù a zistro reol, holl en-dro do micher a zo gounit an douar.
Padal, d’ an deiz-se, deiz foar ha marc’had, e vo difennet d’ ar gouerion gwerzhañ pe brenañ, ha zoken mont da evañ ur banne. Evel ma lavar unan int dalc’het d’ ober «labrigadlaklak», evit un den na anavezont ket, un den n’ o deus morse klevet e anv, kinniget dezho evel salver Breizh ? Piv an den-se meulet gant an eskob, savet dezhañ ur bolz enor ha lakaet ar vugale da brientiñ barzhonegoù d’ e veuliñ ?
Pilet en deus ar C’hallaoued ? Petra a gemm evit ar gouerion ?

Ha piv an Nemenoe en afer ? Un tiern ? Un haroz ? Paotr an tailh ?
Ur soudard hepmuiken. Graet en deus pezh a ra ar soudarded, lazhañ tud. Evit trec’hiñ avat eo bet ret dezhañ soudardañ tud vunut ar vro, gant kezeg tud ar vro ha gant anduilhennoù tud ar vro.
Saveteet ar vro ? Hag e c’houlenne an dud bezañ saveteet ? Ha petra zo bet graet evit gwir er-maez lazhadegañ Gallaoued ?

Gwennoll a veul Nemenoe hag an emgann, hogen evel ma lavar an eskob ha maer Redon, Konwoion, : «ur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol». Gwir eo, ar Gwennoll ned eo netra nemet kehenter ar sellad kefridiel war an darvoudoù. Krediñ a ra start e komzoù an eskob-maer, burzhud kaer ar saveteer bloc’heiladel. Soñjal a ra ennañ pa sell teneraet ouzh ar vugaleigoù kousket «Dec’h e oant Gallaoued, hiziv int Bretoned». Ouzhpennañ a ra avat «pa soñjan mat, an den kousket zo an den dieupañ».
Dihunet ar vugale en devo d’ ober gant o buhezegezh. Oe ! Ole !

An tudennoù pa gomzont eus an Nemenoe a ra gant bloc’heiladoù, Perig ar skoliad, Gwennoll ar c’hloer, Konwoion an eskob-maer… Bloc’heiladoù a ampar an doare da sellout ouzh Breizh hag Istor Breizh en deizioù-mañ c’hoazh.

Ar bommoù a denn ouzh al lennegezh pobl (ne vez ket mui graet gant kouerion pe werin aze) zo deurus pa verkont an ersav ouzh al lennegezh pobl gant tud stuziet ar stuzegezh ren.
Bommoù gant Gwennoll da skouer pa lavar «Ar werz-mañ n’eo ket bet sinet; rak-se n’ eus perc’henn ebet dezhi» hag a-zivout gwerz an anduilhennoù (savet gant Izidor pe ur breur dezhañ) «…re voutin ha re boblel evit bezañ displeget dirak Nomenoe…»

Hervez komzoù tudenn Nemenoe eo tud en arlez o deus gounezet an emgann… Hag an anduilhenn. Padal eo gant tud ar stuzegezh ren e vo skrivet an Istor ha sinet ar gwerzioù.

Pebezh afer, pebezh farsadenn. Ha ne vefe ket intret c’hoariva Jakez Riou gant e vuhezadur eus Breizh e vare ?
Kentoc’h eget fallgaloniñ e sav Jakez Riou un istor fentus a-zivout stad amjestr ar re a venn stourm evit Breizh. Hag eo bet goulennet un dra bennak diganto gant an dud ? Hag e tegasont d’ ar boblañs un dra bennak a rae diouer dezhi ? Ha piv eo an dud a ya a-du ganto, ha petra a glaskont o vont a-du ganto ?
Ijinañ a ran ? Koulskoude bommoù evel « Sevel ur werz… E brezhoneg penn-da-benn» a vez kavet dindan bluenn Youenn Drezen da skouer.

Amjestr eo an dibab graet gant tud Walarn. E meur a hini eus o skridoù ez anad goulennoù war o gwezhiañ : hag eo diles ? Hag eo talvoudus d’ an dud a vennont ensammañ o yezh ?
Pa weler petra eo bezañ breton hiziv e c’haller en em c’houlenn ha ne vije ket bet gwelloc’h da dudenn Nemenoe ar pezh-c’hoari mont da vambochiñ e-lec’h toullgofañ Gallaoued. Ma ! N’ eo ket eñ paour-kaezh a zo kiriek hogen ar re o deus savet an handerc’hañ brogarour a ren er mouvamant breton.
Tudenn Nemenoe gant Jakez Riou zo dudius. Ne ra ket Istor, buhezañ a ra hep klask enrollañ den ebet en afer, evel paotred Walarn o deus kendalc’het un hil lennegel ent diseblant, ha gwazh ha se evit ar re o deus ezhomm harozed ha na gilont ket rak o c’hwezhañ un tammig pa ‘z int re deuc’h.
Nevenoe oe !

Nevenoe oe ! A Gavan ar pinvidikañ eus pezhioù c’hoari Jakez Riou, met an hevelep danvez a gavan e Dogan ha Gorsedd digor. Zoken ma hañvalont skeiñ war ar vreizhkarourion giz kozh (hag eo diforc’h breizhkarouriezh Gwalarn ?), pe war sotoni polised ludresadennel, eo re soutil fent Jakez Riou ha re gizidik ar paotr evit na vefe ket kavet en e bezhioù c’hoari un heklev da vreskted Gwalarn na zeu ket a-benn da bolitikaat da skouer. Divarrek eo Gwalarn a vezañ atoret gant an henvoazelourion ha poblañs er Gorsedd-digor. Râââ !
E Dogan eo divarregezh Breiz Atao da bolitikaat a zisoc’h gant ur vombezenn argelek hag a dro er pezh-c’hoari d’ ur c’hoari a-dri etre ar c’homiser, e wreg hag an arzour. «A-dri, a-dri, ez a ar varzhed da zimeziñ». Hag an arzour ? Ha ne ra nemet kemer e blijadur ? Arzour ?

Jakez Riou a c’houzañv. Etre ar relijion hag ar brezhoneg en deus erfin dibabet ar brezhoneg. Labourat a ra kalz evit gwellaat e yezh ha sevel skridoù ar bravañ ha resisañ posupl. Diaes dezhañ kaout ul labour bara reol ha gopret mat a rofe dezhañ amzer da skrivañ. Diaes dezhañ kavout un embanner deuriet gant e labour, ha n’ eo ket unan e embann nemet peogwir e skriv e brezhoneg, hag a vefe bet ivez ur skridvarner mat o reiñ tro dezhañ mont war-raok…
Ne vank ket an trepetoù-se sevel d’ ar skrivagner goulennoù direspont a adkaver en e lennegezh.
Stlenn a gaver war vuhez Jakez Riou e skridoù kelaouennerezh e vignon Youenn Drezen. Ar skridoù-se o deus roet c’hoant din da lenn pezhioù-c’hoari Jakez Riou.

Tennañ a ra tudennoù ha skritur Jakez Riou d’ ar c’hoariva margodennoù (a zo arvest pobl), gant tudennoù brastreset.
An eskob gant e dog hag e vazh o tasparzhañ taolioù troad er revrioù eilet gant an archerion droch (ar vicher eo a spazh ar spered a lavar ur goueriadez), ar c’hloareg inosant hag hegredik o tibunañ e gentel.
Ar boblañs kouerion laouen beuzet en he beved, etre labour ha kemer plijadur, a ginnig un aridennad tudennoù saourus, eilet gant ur c’hor, pell diouzh uhelvennadoù koumoulek an dud a ren warno gant prezegennoù goullo, gall pe vrezhon e vefent.
Un nebeut tudennoù a zo e-kichen, evel mab mestr an Trilonk, arzour en arlez (bloc’heilad boas a-zivout an arzourion).
Nemenoe ar c’hoari zo un aezenn dispis a dalvez da werc’hekaat temz an holl dudennoù. Trec’het en deus ar C’hallaoued hogen piv a c’houlenne digantañ ober kement all ?

Trec’h Ballon a gemer pouez e gwengelañ ar vrogarourion vrezhon a glask kempenn un istor diouzh o santimant. Er pezh c’hoari e chom ar goulenn : petra vo graet gant seurt gwengeloù, petra eo Gwalarn ?
Aes hiziv lavarout e oa Gwalarn dre vezañ, ne oa ket ken eeun d’ ar mare-se evit tud a oa pell a vezañ droch.
Ijinomp un tammig enkrez ur paotr evel Jakez Riou a ziviz d’ ur mare dibab ar brezhoneg, skrivañ «e brezhoneg penn-da-benn» (evel ma kaver e skridoù Drezen) ha gwellaat e yezh…

Ha neuze ? Hag e vo lakaet termen d’ar foar, sentet ouzh divizoù un eskob a gendalc’h da zivizout e lec’h an dud, pe sentet d’ un Nemenoe a zastumo an tailh, gall pe vrezhon e vefe an dud-se ?

Penaos treuzkas d’ ar boblañs dilested Gwalarn, penaos ober ma c’hano ur bed nevez ?

Begennoùigoù brezhon hon mare ne reont foutre kaer gant kement-se. Ret eo kendrec’hiñ nemetken, lakaat an dud da sentiñ d’ ar re a ziviz evito.
Jakez Riou a vev en ur vro ma vez brezhonegerion, fall o yezh, ha fall ar yezh hag an danvez gant ar re a gomz en o anv, hogen bez ez eus eus ar yezh-se ur yezh vev c’hoazh ?
En e skritur ez anad al levenez hag an enkrez, levenez un eztaol diles hag enkrez un hent diaes ha dianav a c’hellfe mat tre bezañ hent bac’h.
Pa ra goap ouzh tud ar bobl, kouerion ha gwerin ez eus kalz a deneridigezh ha nesaegezh gantañ.

Skrivañ penn da benn e brezhoneg ha sinañ, o c’houzout avat ma ne vezer ket perc’henn war ar yezh, na war ar pezh a skriver…

Nomenoe-oe !, Dogan, Gorsedd-digor, gant Jakez Riou, adembannet gant Aber 2010.