jestr

Ar jestr a ziwan, a ya, a bad. Emañ en tu all d’ an den e c’hanas, en tu all da vevennoù al lec’h a voe e aplud, en tu all d’ar mennad, en tu all d’ar pred, en tu all d’ an dremmwel. Sammañ a ra diwar dremen soñjoù ha buhezañ an arvesterion, o ene hag ene ar c’horoller, en amzivin diventelezh ar bed.