tec’h

Tec’hout, skampañ, klask ur repu pell diouzh an dud o deus graet o micher lazhañ o c’henseurted goustadik-goustadik, unan hag unan, pe a vagoniadoù, mistri war yoc’had ar c’hopridi maget diwar yec’hed dismantret gopridi all, holl bourvezerion ar wenneion a vag ar Morloc’h hag an Tousmac’h.
An dud-se, dizanv, digenvez, diamen, pabored, hon mistri disaotr, stuziet, pimpatrom ar gened, a zianavez ar poblañsoù a zistrujont dindan o c’hamedoù da badout, un nebeut devezhioù c’hoazh, en ifern eskoret eus o goar birvidik.

Chom dizanv, buhezañ en digenvez. Bezañ e neblec’h. Na gemer perzh.
E sinadurezh un tamm ti, dour fresk en ur werenn boull, lenn, kanañ, lavarout e komz plaen, d’ an avel, dibourc’het truilhoù brein an aberzh meurdezus.