Lavarit c’hwi petra c’hoarvezo din-me.
Lavarit ’ta pelec’h ez in me, pa vo deuet noz du pod.
Pa vin sachet e-kreiz an noz, ruilhet a-hed ar milendall, kaset da c’hortoz a sal da sal,
Pouezet ha dielfennet, diskouezet din skeudenn va c’halon a dalm, hag a dalm, hag a dalm, kaer, gwan, treuzwelus, lugernus.
From kozhiad mut bountet dindan kas ar gleuzeurioù skarzh o gouloù a zibun ouzh lein an trepas, stered paour ar re baour hag ar re glañv.
Trenk, trenk, trenk a lavar rodoù ar c’hravazh.
Spiswel, sioul, ha skuizh ez a ene ar c’horf sachet disachet, bountet ouzh korf ar plac’h yaouank he c’homzoù flour, etre hun ha dihun, keit ma par burzhud ar skeudenn war ar skramm.
En o feurvuderezh e kej div ene.
C’hwec’h poliser en trepas a varvailh, uzañ an noz a reont, uzañ teod, uzañ aon.
Ha tavet eo chourikat ar galon ?
Nann avat ! Buhezañ a chom c’hoazh d’ ober.
Archives mensuelles : octobre 2018
apocalypse now
Un ekologour brudet er mediaoù a guit gouarnamant Frañs ?
Nag un darvoud ! Peadra da vagañ fistilh kehentaerion ar wask e-pad ur pennad. An ijinenn-se da sevel handerc’hadoù a droe afo. Ret e oa da vrizhdremmourion ar wask gwerzhañ, gwerzhañ ur varc’hadourezh priziet war nevid ar c’helaouiñ, gwerzhañ o zudenn kelaouenner, padout ha kreskiñ evel ar bevedeg eeunañ o tiogeliñ kendalc’h e spesad.
En degouezh petra a dalveze «ekologour» ? Un den a stourm ? Evit petra ? A-enep petra ?
An Aotrou an Arlevier ar republik en doa dibabet un den brudet da zezerc’hañ ar skritell ekologiezh peget war e leviadurezh frankizour digemplezh, ur bennadurezh vediaouek, un den a venne abaoe pell dezerc’hañ tudenn un den diziouerus da wellaat tonkad ar voull douar ma vevomp…
Setu un den en em zezerc’h eñ e-unan, e stumm un dudenn leurennet gantañ da viskoazh en e abadennoù skinwel.
Disterded mantrus ar stourm skritellet «ekologour» n’eo ken.
An ekologouriezh zo un danvez, bet marteze sirius, hogen a zo risklet buan war zachenn ar c’hantaezañ adal e eskoradur, atoret ma ’z eo bet gant ar c’hwiled a glask gounit mouezhioù keodedourion ar Stadoù en dilennadegoù, an abadennoù-se a zo sañset dezerc’hañ ar werinelezh.
Dezerc’hañ ne dalvez ket bout, hogen lakaat un dezerc’had da vout diwar elfennoù amprestet d’ ar veziadelezh. Tachenn an handerc’hañ eo.
Dezerc’hañ ar werinelezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ar werinelezh, ha dezerc’hañ an ekologouriezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ an ekologouriezh. D’ar muiañ eo reiñ d’ar boblañs abadennoù d’he diduiñ dre arvestiñ ouzh tudennoù a c’hell an dud kenduiñ ganto peogwir int eus an danvez a vouet o c’hantaezañ.
N’ eo ket bet dibabet an dudenn-se gant an arlevier evit plediñ gant un danvez resis e vefe bet barrek warnañ ar maodiern, hogen evit lorbañ ar boblañs, evit he c’hendrec’hiñ e vo kaset ar yoc’h hag e vesaerion war an hent mat.
Embannet e oa bet gant trompilhoù ha taboulinoù e vefe er gouarnamant tud ar «gevredigezh keodedel».
Ar ger-se n’ eo nemet ur benveg kehentiñ all, ul lugan. «Kevredigezh keodedel» a chom ken koumoulek hag «ekologiezh», padal e ro da soñjal er ger «keodedour» mat ivez da gantaezañ ar boblañs.
Evit gwir e labour an arlevier gant lern gozh pe yaouank eveltañ a zo arroutet gant kalvezerezhioù an hent a gas d’ ar galloud, pe hiniennel, pe armerzhel, pe bolitikel e vefe…
N’ eus ket eus ar «gevredigezh keodedel». N’ eo nemet un handerc’had a venn lakaat da grediñ hag ez eus keodedourion diouzh un tu ha tud arbennik, arroutet war ar vicher, a bledfe gant ar politikerezh, an armerzh, ar c’hultur ha me oar me…
Ar geoded zo sammad hec’h izili holl hag o holl bleustroù.
En ur werinelezh (mar bez eus an dra un deiz bennak) ar «geodedourion» o devo da bleustriñ gant politikerezh, armerzh, arzoù…
Seurtoù gwezhiañ n’ int ket nemet labour, tachenn perzhidi stummet mat war o micher, oberourion, dornwezhourion, hogen tachennoù ar c’halvezañ-trehontiñ, tachennoù tud stuziet ha digor d’ ar bed, tachennoù ar buhezañ.
Emeur war dalbenn kened ar bed, un dachenn buhezek ha kemmus, ma vez dic’hortoz heuliadoù pep gwezhiañ. Fiziout an tachennoù-se en arbennigourion zo en em lakaat en arvar a vezañ o sklaved.
Ar stourm ekologour zo ur farserezh, un doare da lakaat an dud da blegañ d’ un tonkad mantrus en ur c’hoari, en ur zezerc’hañ ur Salvidigezh peuz kravezel… Salvidigezh petra ?
An denelezh eo a zo distrujet ha n’ eo ket an tamm voull douar ma vevomp.
Stourm evit hon bugale ? Hon bugale n’int ket mui denion endeo hogen chatal a vo paket muioc’h egedomp c’hoazh gant ar pezh a vo kinniget dezho dre vruderezh termaji ar mediaoù.
Echu eo amzer ar stourmoù trouzus hag aner, amzer ar palastroù mamm-gozh war ur c’helan . Echu eo amzer ar c’healiadurezhioù sederaus hag amzer gozh an arc’hañ.
Ur bed zo da sevel a-raok ned afe ar bed-mañ da get ouzh hon c’has da stad loened reuzeudik. Bezomp denion laouen hag atebek.