a-zivout Money Monster

Money Monster gant Jodie Foster, USA, 2016

Emeur e bed an arvestoù. Pep tra zo digarez da lakaat skeudennoù dirak fri an dud.
Un den a zeu e-kreiz ar c’hoari, an hini nemetañ o buhezañ an darvoudoù, o lakaat e vuhez en arvar.
Siwazh, n’ eus plas ebet er gevredigezh veveziñ d’ an dud na glaskont nemet bezañ eus an denion.

C’hoarzhin a reer, mousc’hoarzhin, minc’hoarzhin a feur m’ en em zispleg an drama dirazomp.
Pa c’hell un hinienn paket er bed-mañ emouezañ ouzh ar pezh a zo direizh, droug, ez adkemer buan hent ar sodelloù, hent e asiedad boued, pa c’hell.
Truez ebet evit ar re a fell dezho kompren.

Savet brav eo ar film.

Dudius e tlefe bezañ ar film-se d’ an dud a soñj e vo graet ur plas dezho dindan ren ar varc’hadourezh. Disoñjal a reont ez int marc’hadourezh er bed-mañ, traken.
Pe e savont ur bed all, pe ne vint netra.
Aesoc’h neuze da bep hini sevel ul lochenn glet en dro dezhañ, labour, tiegezh, kornbrogarouriezh…

beure mat

Ha petra nevez e kêr Dundee ?
Amzer flour, glav munut?

Abred eo.
Ket kalz a dud gant ar straedoù.
Kleier an iliz zo mut en tour.
Kousket eo c’hoazh ar gouelini.
Dihuniñ a reont.
Garm trouzus,
amañ, ahont.

Kousket eo c’hoazh an dud a dremen.
Rouez.

Hag eo savet endeo implijadez ar Macdo ?
Tremen a ra dirak stal an dilhadoù kozh ha digoust.
Ur vantell domm a yafe mat ganti.

Ar studierion a labour e kambrig o c’henfeurm.
Tud yaouank deuet eus ar bed a-bezh.

Noz a beg ouzh dour ar stêr Tay.
Louet glas.

Ha gwelet e vo an heol hiziv ?

Warc’hoazh e vo digwener,
Bier ha komzoù
Diwezhat en noz.
Ur sizhun all a vo !

Goanag, yalc’h treut, ha kalon vat.
Tud Dundee.

ur ger

Petra a chom en islonk ar vuhez,
petra a chom eus ar buhezañ ?
Bruzhun,
a eskor diouto un tamm kened,
lod ur savadur bresk,
moan,
a savo uhel en dazont
e-mesk an atredoù,
e ludu hon trevell.


Dreist d’ hon plijadur,
kuit a emgarantez,
e chom
profoù bihan,
ur ger silet
en ur dremen
e skouarn un den,
munut,
kenedus,
na c’hortoze tra eus an eskemm,
Teñzorig dister.


Hon holl vadoù
dimp-ni
denion.

Spontelouriezh Stad

Abaoe 2007 ne ra ar Spontelouriezh Stad nemet kreskiñ. 
Kadouriezh ar Stad zo hini forzh pe spontelour klañv e spered, klask ober aon d’ ar boblañs, oc’h ober gant armoù da spontañ an dud dre ober dezho gloazioù grevus, d ’o lazhañ a-wechoù. Ar bolised aet da soudarded a ra al labour goulennet gant ar re o deus graet eus ar Stad o ferc’hentiezh. Graet o deus politikourion a-vicher eus kefridioù ar Stad ul labour, eleze ur gwikefre alvezel, er-maez denelezh, un trevell da badout, da lakaat ar spesad da badout, spesad bevennet d’ o hiniennoù… D’ en em zigareziñ e c’hellont lavarout : n’ hon eus graet nemet al labour goulennet diganimp. Faos evel-just, efedoù un neuroz, skizofreniezh eo.
Roll ar bolis a zlefe bezañ mirout e c’hoarvezfe droug gant ar boblañs o kefleuniañ he gwir da ziskelañ. Kement-se e vije sañset d’ an dud ober en ur sañset gwerinelezh.

Diorreadur ar stuzegezh veveziñ zo kontrol d’ ar werinelezh. Diazezet war vevezadur ar yoc’hoù eo. Dibolitikaat a ra ar boblañs dre he leviañ evel chatal, eleze unvezioù kenderc’hañ-beveziñ, ha n’ eo ket evel denion, eleze ur gumuniezh tud atebek ha stuziet. Stuziet eo ar vevezerion da respont en un doare emgefreek ouzh arhentoù hag argeloù.

Diaes eo sevel a-enep ar Spontelouriezh Stad, a zo a ouenn gant daranverezh dalc’herion ar beveziñ, peogwir eo bet aloubet ar stuzegezh gant ur gealiadurezh anarzaeladus, amveliek, a vir ouzh an dud a embreger o skiant prenet, o barregezh dezvarn, a ra anezho hiniennoù digenvez, dibolitikaet, a-dal d’ ur galloud diazezet er-maez o amgant.
Ur wech diskaret pep stuzegezh pobl, eleze ur wech direnet ar boblañs da chatal, e teu da vezañ aes he merañ evel chatal o lavarout ez eo chatal ar boblañs dre anien, pa ’z eo aze gwered leviadurezh ar begennoù.
Klaostreomp ez ay pelloc’h c’hoazh an traoù diouzh an tu-se ha kement-se gant perzhiadur al lod brasañ eus ar boblañs beuzet er seurt stuzegezh pemp gwenneg.