ren an Deuzion

Deuet eo Luoz an Deuzion. 
Pellaet o deus an dud diouzh o denelezh, staliet ar vistri nevez hag o c’hoskor e kêrioù meurdezus o kelc’hiañ mirdioù ha salioù arvestiñ ma verniont un arz hag ur skiant kempleg, gwaredet ha frammet start.
Bodet o deus poblañs al labourerezed en dro d’ un nebeut greantioù genel dindan dorn ha lagad an urzh veur.
Tolpet o deus al labourerion e-barzh tiez bihan kampoù divent o kelc’hiañ gourtachennoù greanterezh ha kalvezouriezh, kelc’hiet d’ o zro ar c’hampoù gant tachennadoù ec’hon gourstalioù ha goarvaoù savet war ar fuajoù.
Mouget o deus nep ersav un disterañ buhezel a-berzh o c’hoskor labour, pellaet nep riskl a welout o bed lakaet en arvar gant ar bihanañ elfenn niñvañ.
Sonet o deus o bed aet da spes kent mont da get.

Tammoù buhezañ bihan a chom, dirgel, er maez kelc’hioù ar bed koz.
Tonkad ar roñfl lavek zo pell a vezañ diogel. 

amzer gollet

En ti bras e vezemp degemeret a-wechoù gwechall gozh.

Ur wech em boa bet bod eno evit un nebeut devezhioù.
N’edon ket degouezhet abaoe pell ma vin prederiet gant va sac’h dianket. Ret groñs e oa din e gaout.

Treuziñ a raen ar sal vras e traoñ an ti bras, kollet e-mesk an dud hag o divizoù. Tud a anavezen, ha reoù all na anavezen ket, daoust m’ o doa holl neuz tud anavezet avat. Fiziout a raen enno.
Va sac’h beajiñ. Ret e oa gwiriañ ne oa ket bet kollet, disoñjet, hogen renket moarvat er gambr bet miret evidon en ti bras.
Mankoù a oa alies gant va spered. Tammoù bras pe vras eus ar pezh a raen bemdez er maez eus an ti bras a steuzie.

Tremen a ris a-dreñv ar steudad tud azezet ouzh an daol vras.
E-kichen an oaled edo mestr an ti o komz. Tost outañ mestrez an ti, sioul, kompez. Parañ a reas e sell seder war va zreu diboell.
Komz a rafe ouzhin mar befen tost outi.
Kenderc’hel a ris avat sachet gant an hent na vije termen dezhañ nemet gant va sac’h, pe gant ur soñj resis eus al lec’h ma oa ha gant darvoud all ebet, zoken sell an ostizez ouzh va fediñ.
Bountañ a ris dor ar gambr e-tal an diri e solieradur diwezhañ an ti, ar gambr ma vezen lojet da bewech ma tremenen en ti bras.
– Demat.
Ur veleganez he c’horf hir ha noaz a oa e-kreiz disheol ar gambr. War ar gwele e oa astennet ur vrozh ruz ha dilhadoù dindan dantelez gwenn.
– Ho kambr eo ?
– Ya.
– C’hwi zo Alan.
– Ya. Va c’hambr e oa.
– Gwechall, pe… En dazont…
– Añ, an amzer zo lusenn hag e stumm dizehan predoù a gemm. Ne ouzer mui ha bremañ eo, pe dec’h, pe warc’hoazh.
– Diaesaet hoc’h ouzh va gwelout en noazh ?
– Nann, kaer hoc’h, kenedus ur marzh e disheol ar gambr. Ho prozh hag ho tilhadoù dindan zo ken kaer. Ho korf a sip kement bann heol a dreuz ar stalafioù ken ma teu da vezañ heol ar gambr, ho kambr.
– Trugarez.
– Kenavo.
– Kenavo. Kavit ho kambr.
– Va sac’h.

Diaes e oa din mont da skeiñ ouzh dor pep kambr, daoust d’ ar blijadur ez eo bale en ti bras ha dizoleiñ kambroù dianav.
Skoet ouzh an nor am bije graet ma ne vijen ket bet trellet va spered gant ar sac’h dianket.
Kemmet e oa bet dasparzh ar c’hambroù en abeg da niver an dud kouviet en ti bras an deiz-se, anat ! Droch a-walc’h din na vezañ soñjet en un dra ken eeun.
An ti bras a werede evel kuzulier ganin koulskoude, kelenn a rae din an doareoù dereatañ d’ en em ren dirak an dud stuziet.

Ne oa ket an doareoù dereat ur redi er c’harterioù trobarzhel ma ‘z aen boas, pe un dereadegezh all a oa ganimp.
Va buhez gwirion a oa er c’harterioù-se, er straedoù louet, gant o savadurioù louet a bep tu a bigne betek an oabl louet, e-kichen ar ster louet.
Me blije din al loued-se. Bevañ a raemp disoursi gant nebeut a dra. Asantet hor boa d’an degouezh ma ne oa ket dimp gouloù an heol.
Bevañ a raemp en un hanternoziñ dindan gouloù tredanek.
Pep hini en doa e lod gouloù tredan en eskemm eus e vuhez roet d’ al labour evit dud an ti bras, tud kaer, tud stuziet, tud brokus hon degemere zoken evit o gouelioù bras kinniget en enor d’ an traoù estlammus a savent war-bouez hon labour ken dister.
An trobarzh louet a oa andon kened evidomp, pezh a oa er maez krap ijin tud an ti bras.
Tud berr o spered ha distuj edomp evito. Speredoù pout ha teñval.
En o madelezh e taolent evezh da vouchañ gouloù an heol pa vezemp degemeret ganto da genlidañ ar berzh a raent er bed.

Hag e teue ar vaouez lugernus eus ar c’harterioù louet ivez ? Ya, ne oa nemedomp evit enbarzhañ an heol a zioueremp… Breudeur ha c’hoarezed an heol e vezemp.
Un deiz, piv oar, e tarzhfe er bed ar gened c’hlan a oa hon hini.