Niverus ar pezh a weler pa n’eus ket anezhañ
tud, tiez, loened, boudoù,
o vale dre ar maezioù
spurmantet e korn al lagad
ouzh bevenn maez ar gwelout
stumm dispis
etre skeud ha gouloù
etre handerc’hañ ha buhezañ
strafuilhet gant kennotadurioù
kousket e don hon daoulagad
intret ganto hon c’horf a-bezh
en em ziskouez ur frapad
dargouezh an eur, ar gouloù, an amzer, al lec’h
kendalc’hegezh etre al lec’h a spurmanter evel dremmwel hag al lec’h a emgaver
a ra d’ an handerc’hañ gwerc’hañ
ha d’ ar gwerc’hañ handerc’hañ
dieub
gouez
fulenn
plijadur divent
burzhud an denelezh

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.