a-zivout ar sorbienn livioù kroc’hen

Petra lavarout a-zivout ar sorbienn Du, Ruz, Gwenn ?

Yaouank, dibreder, ha laer eo breur gwenn ar sorbienn. Ar breur du zo paotr e skiant vat.

livioù kroc'henMousfent ar sorbiennourion a dalvez da ginnig an diforc’h etre pezh a zo ar re zu, eleze breudeur pep den war an douar, lodek en denelezh, ha pezh a ra anezho ar re wenn, eleze sklaved dre natur, paour ha dispered.
O flijadur zo lavarout d’an hini gwenn traoù na glev ket bouzaret ma’ z eo gant e stuzegezh hag e lorc’h. O paboriñ gant e spered e tro da reizh e laeroñsi : mestr an denelezh on peogwir on ar speredekañ. Ar sorbiennour du avat a lavar n’ en deus ar breur gwenn arveret e spered nemet evit laerezh e vreudeur hag o lakaat da labourat evitañ.
Fent ar sorbiennourion vorian a blij din kalz. Fent ar re n’o deus gwir ebet da reiñ o soñj war o saviad eo. Da betra e talvezfe d’an hini a zo gwasket klask displegañ d’ e wasker pegen droch eo e waskerezh ? Kalz plijusoc’h hag efedusoc’h eo sevel seurt sorbienn da amprouiñ pegen dall ha bouzar eo an dud dister a gred bezañ ar vegenn e-touez ar re stuzietañ.
Ar sorbiennour gwenn eus Guyana en deus eñ echuet e valadur gant ur c’helenn : sellit pezh a zo barrek d’ ober an hini gwenn gant ar spered o deus graet fae warnañ e vreudeur…

Plijet on bet gant ar sorbienn-se peogwir e sav kudennoù ivez. Daoust da vezañ ur fentigell e ra dave da orin afrikat an denelezh, an holl dud a oa du, ha da emzalc’h ar re wenn a glask mestroniañ ar bed a-bezh. Ar breur gwenn a ya a-enep an dasparzh graet gant Doue pa veve e-touez an denion, skrapañ a ra ar profoù graet d’e vreudeur : mont a ra a-enep d’ar frankiz ha d’ar binvidigezh a-berzh Doue. Tu zo da lavarout e harz d’ar rezid ha d’al labour en ur ober anezho e berc’hentiezh prevez.
Diaes eo lakaet ar selaouerion a-wechoù, ha se a blij din.
Ne ‘m eus ket lavaret ar sorbienn abaoe pell ha sur a-walc’h eo gwashaet an traoù hiziv en abeg d’ an arver a reer en deizioù-mañ eus an diforc’hioù etre an dud evit o c’habestrañ en un aon rak ar re all hag un aon rak komz diwar-benn ar re all. Dezvoù savet diouzh doareoù relijiel, kenelel, revel an dud, sañset d’o gwareziñ pe da reiñ dezho gwirioù kevatal, zo kement a harzoù d’an eskemmoù na zlefent bezañ reizhet nemet gant doujañs mab-den.

Da skouer, en ur prantad stummañ war ar sorbiennañ, dek vloaz ‘zo en doa ur sorbiennour nac’het labourat ganin pa n’en doa klevet c’hoazh nemet derou ar sorbienn. Emzalc’h droch ar re a oar pep tra hep gouzout drezo o-unan eus petra ez eus anv. Gouennelour e oa ar sorbienn peogwir e oa anv eus al livioù kroc’hen…
Ur wech all eo bet arveret ar sorbienn gant ur sorbiennourez a skoazelle mignoned dezhi da brouiñ e oa Roparz Hemon gouennelour. Un nebeut frazennoù hag ar sorbienn war orin al livioù kroc’hen a gaved en e cours élémentaire de breton o doa dastumet da brouenn. A-raok bezañ graet an derou eus un enklask e ouient e oa an aozer gouennelour…
Setu ur berzh mat eus ar sorbiennoù direnkus-se : diskuliañ sotoni an dud dindan levezon ur gealiadurezh prest da wiskañ.
N’eus netra da zisplegañ d’ar sorbiennour a selle ouzhin evel ouzh ur gouennelour pe ouzh ar re-se a sell c’hoazh ouzh ar brezhoneg istorek evel ur yezh faskour. Ar re-se a oar pep tra diwar va fenn hag ar yezh a ran ganti hep va selaou, hep prederiañ. Gwisket o deus digudenn kealioù ar stuzegezh trec’h.

Ar sorbienn tamallet gant hon nevezvigoded da Roparz Hemon zo anavezet evel dedreiñ un destenn relijiel apokrif. An oberenn vammenn a zispleg perak ne zebr ket ar yuzevion kig moc’h. Ledet eo dre Europa a-bezh. Ur maladur zo eskoret e-touez sklaved du Brazil hag ar Stadoù-Unanet a zispleg perak eo du ar vorianed. Soutil eo ar goapaerezh er sorbienn nevez pa hañval ar sorbiennour mont a-du gant an devoud ez eo an den gwenn dreist da beurrest an denelezh hag ez eo ar morian atebek war e liv du kablus. Hañval a ra mont a-du gant an doare ma’ z eo livet ar vorianed gant ar gealiadurezh wenn.
Ar sorbienn relijiel orin a ziskouez ez eo uheloc’h an hini a selaou komzoù Doue. Gwenn ha kristen eo an dud o deus selaouet ar re gentañ komzoù Doue, e bobl muiañ karet int.
E maladur ar c’hentelioù brezhoneg eeun eo ouzhpennet temzoù spered da bep liv hervez skiant voutin ar mare. Ur maladur europat ha relijiel deuet da heul maladur ar sklaved ez hañval bezañ. Spered ar re wenn en deus o lakaet da gemer fentigell ar re zu evit un asant da gealiadurezh ar re wenn : ar morian zo izel e spered hag e c’hoant labourat.
Evel ar morian on me, ne ‘m eus c’hoant ebet da labourat evit ur mestr gwenn a ra fae warnon dreist holl pa n’eo ket emouez ouzh an drougarver a ra eus e spered.

Ar sorbiennoù a zispleg orin al livioù kroc’hen zo niverus ha ledet dre ar bed a-bezh. O renkañ a rafen a-walc’h e-touez ar ribardennoù. N’int ket marvailhoù hogen eo don o danvez memestra. Lod anezho dastumet en Afrika n’ int ket ken farsus pa gevredont ar re wenn gant an drougiezh c’hlan, pezh a zisoc’h gant istorioù kriz. N’ anavezan ket a-walc’h ar stuzegezhioù afrikat evit gouzout hag eo fentus pe get an oberennoù-se diforc’h-tre diouzh oberennoù ar sklaved.
N’ eus aozer gwenn ebet en orin ar sorbiennoù-se diouzh a ouzon.

Le Nègre, l’Indien, le Blanc, dastumet e 1872, p. 288, Arawak, Tchou, 1978

Mojenn, p. 119, meneg ebet eus orin ar maladur, Roparz Hemon, Cours élémentaire de breton, Gwalarn, 1932

Contes traditionnels du Brésil, p. 213 hh, Luis Da Camar Cascudo, Maisonneuve et Larose, 1978, ma vo kavet titouroù a-zivout emled ar sorbienn.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.