
Money Monster gant Jodie Foster, USA, 2016
Emeur e bed an arvestoù. Pep tra zo digarez da lakaat skeudennoù dirak fri an dud.
Un den a zeu e-kreiz ar c’hoari, an hini nemetañ o buhezañ an darvoudoù, o lakaat e vuhez en arvar.
Siwazh, n’ eus plas ebet er gevredigezh veveziñ d’ an dud na glaskont nemet bezañ eus an denion.
C’hoarzhin a reer, mousc’hoarzhin, minc’hoarzhin a feur m’ en em zispleg an drama dirazomp.
Pa c’hell un hinienn paket er bed-mañ emouezañ ouzh ar pezh a zo direizh, droug, ez adkemer buan hent ar sodelloù, hent e asiedad boued, pa c’hell.
Truez ebet evit ar re a fell dezho kompren.
Savet brav eo ar film.
Dudius e tlefe bezañ ar film-se d’ an dud a soñj e vo graet ur plas dezho dindan ren ar varc’hadourezh. Disoñjal a reont ez int marc’hadourezh er bed-mañ, traken.
Pe e savont ur bed all, pe ne vint netra.
Aesoc’h neuze da bep hini sevel ul lochenn glet en dro dezhañ, labour, tiegezh, kornbrogarouriezh…