Lakaet ’m eus e-barzh va fenn mont da welout va ael-mat. Perak ket ?
Fellout a rae din klevout keloù diwar-benn va buhez. Ket an traoù standur, anat, traoùigoù ar pemdez, trepetoù boutinañ ar vuhez denel, an hini a rannomp gant kement beved a zo war an douar, bellouriezhoù ar bevañ, an dreistbevañ, ar padout evel tamm kig hag eskern… Traoù soutiloc’h, souezhusoc’h marteze, keloù a-zivout ar buhezañ.
Ne felle ket din ober diaes da zen avat. Displijet on bet da viskoazh gant trubuilhañ an dud. Neuze ’m eus graet ar pezh a rafe forzh pe zen sibilizet (e brezhoneg breñchet), klasket ’m eus war ar rouedad niverenn bellgomz an Neñv. Kavet ’m eus niverenn sekretouriezh an aeled-vat evit va zachenn-mañ eus Breizh.
Graet ’m eus an niverenn war ar benveg pellgomz. Ur vouezh displijus eilet gant ur sonerezh dister ha borodus a lavaras din : «Linennoù ho kengomzer zo ac’hubet holl, adc’houlennit an niverenn a-benn ur pennad ac’hann». Pezh a ris.
A-benn pellgomzadennoù diniver gant an hevelep mouezh hag an hevelep sonerezh e kemmas ar gemmenadenn. «Gortozit me ho ped, emaomp o vont d’ho lakaat e darempred gant ar sekretouriezh». Nag ur spi ! An hevelep frazenn a badas, lavaret hag adlavaret, un hik skrijus etre pep poz… Ne gredis ket skourrañ ar pellgomzer. Riskloù bras a oa da adkregiñ gant rann gentañ ar bellgomzadenn e-pad un hir a amzer.
Dek devezh, teir eur ha pergont pemp munutenn dizehan e padas. Stignet va nervennoù gant kement a zisterded vil had euzhus o treiñ war gelc’h e klevis mouezh an ael e-unan, flour, yaouank, seven, resis e yezh, kaer, arz glan. Ne c’helle e nep doare bezañ ur sekretourez.
– Demat aotrou, e petra e c’hellan bezañ mat deoc’h.
…
Me oa bamet.
– Me ho ped. Displegit din pezh a fell deoc’h.
– Netra. Trugarez vras. Ma… Ya, pegeit e chom ganin da vevañ…
Forzh petra ! Forzh petra ! Ne raen forzh gant an amzer a chome ganin da vevañ. Kement a vuhezen a oa mat. Ne oa ket un afer a amzer.
– Lavarit din hoc’h anv mar-plij.
– Kerefri.
– Kentanv ?
– Yann.
– Emaoc’h o chom daou straed ar C’hanab e Toullarbed ?
– Ya, dres.
– Marvet hoc’h daou zevezh ’zo Yann.
– Ma ya ? C’hwi oar eo diaes-tre mont e darempred ganeoc’h dre ar bellgomz ? Mat. Mar kredan… Ne vefe ket fall ober un dra bennak.
– Ni zo o vont da adeiladiñ en ur savadur nevez a-barzh nemeur ha kalz gwelloc’h e vo an aveadurioù.
Hag e fell deoc’h gouzout hiroc’h ?
– Ya… Nann… Trugarez vras deoc’h.
– Kenavo ha kalz plijadur er bed all.
– Kenavo…
Tremenet ‘m boa daou zevezh diwezhañ va buhez o selaou ur benveg dister ha dispered betek sodiñ.
Ur c’hwiliorez ramzel a oa o fraoñval dre an ti.
Tennet ‘m eus va c’hofignon dehou ha skoet en aer betek tizhout an amprevan. E beurflastrañ a ris war al leur a daolioù spontus.
Barrek e vijen bet da vont d’ un emgann a-daolioù kofignon gant ur c’harrad CRSed.
Mad e ra skeiñ, neketa ?
Dizoloadennig plijus diwezhañ va buhez e voe. Adlakaet ‘m eus va c’hofignon e ’m zroad, ha risklet ’m eus war gelan an amprevan lous. Va glopenn a skoas ouzh ar voger hag a darzhas en un taol.
Gant daou zevezh dale e tremenis er bed all.