aerouant

aerouantAr plac’hig dirak an aerouant. N’ eo ket bet lakaet dirak, n’ eo ket bet kaset aze. Hi zo dirak an aerouant. Dargouezh. Ramzel eo, amañ, e-kreiz ar straed ma tremen an holl. Un delwenn en arem, aour ha glas. Bihan tre eo ar plac’hig. Gant he daoulagad, he dornig, e kemer ment an euzhvil, souezhus ha boutin, pemdeziek. A-istribilh ouzh dorn all ar plac’hig ur boupinell.
Arz ? Ya, ar pred-se zo barzhoniezh, arz. Krouet eo bet gant ar plac’hig. Hi a zegas d’ an delwenn arz. Arz e-touez an holl. Nit.
N’ em eus graet nemet dastum.
Trugarez vras d’ ar re a oar prientiñ amveziadoù d’ an dic’hortoz, d’ar varzhoniezh, d’ an denel, da gement a zle bezañ tra ar pemdez.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.