agora ?

agoraPenaos e c’hellfe un den divizout e-unan war ar pezh a zo kaer, mat ?
Diaes eo nac’h d’un den kemer ar gomz en ur veilhadeg, kanañ ur ganaouenn pe seniñ un notennoù bennak da skouer. Ar beilhadegoù zo graet d’ an dud kemer perzh.
Reizh eo e tivizfe un embanner pezh a fell dezhañ embann, marteze. Gwelloc’h e vefe d’ ur stroll tud breutaat war an danvez avat. A hent all ne vo nemet diviz tidek un den a c’hell bezañ levezonet gant a bep seurt darvoudoù n’o deus netra da welout gant danvez ar skridoù, ha dispis ha strizh e chomo an dremmwel.
Bresk e kavan ur bern traoù kinniget er beilhadegoù. Dre vras n’eo ket ar berzhiaded emdarzhek a ra kudenn, hogen kinnigoù tud a venn bezañ sorbiennourion pa n’int nemet tud o poaniañ, tud a gav dezho ez eo a-walc’h o emdarzhegezh da reiñ talvoudegezh d’o labour pa ne reont nemet drevezañ pezh a gredont bezañ ur sorbiennour.
Zoken gant an hir a amzer em eus labouret war ar c’hoariva, ar c’horoll, ar sonerezh hag ar sorbiennañ, ne gredfen ket bezañ an hini a ziviz e-unan war ar pezh a zo mat.
Mar befe eus ur stroll, eus ur poellgor, da brederiañ war ar pezh a zo kinniget gant an dud er beilhadegoù, aze e kredfen reiñ va ali, e-touez selladoù ar re-all, ha soliañ an dezrann a rafen. Pinvidigezh an holl e vefe.
Re laosk eo ar vuhez kevredigezhel hiziv evit ma vefe alioù an dud ouzhpenn eztaol hiniennel ha digenvez, diwar c’horre, a heklev ouzh alioù ha furmoù ledet gant arvest meur ar mediaoù, eleze un adsked da lazioù un nebeut tud, izel o stuziadur ha bras o galloud kalvezel.
Va alioù a chomo diwar c’horre betek ma vo amparet ur stroll dezhañ un amkan bennak.
Pezh a gaver amañ war internet n’eo ket eztaol evit gwir, dezrann, labour, studi, hogen flapach, difreterezh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.