Akira

akiraAkira gant Katsuhiro Otomo, Éditions Glénat, 2005, embannadur gallek e 6 levrenn gwenn ha du, Kodansha comics 2009, adembannadur amerikanek e gwenn ha du, kentañ embannadur gant Kodansha ltd Tokyo 1984.

Dismantroù, feulster, ha bugale ganto barregezhioù dreistdenel.
Tapet eo bet lod anezho en o bugaleaj gant ur rann eus al lu e-sell da ziorren o barregezhioù evit sevel un arm galloudus.
Diaes eo da vestroniañ seurt perzhioù « gwellaet » ha kresket avat, ha distrujet e c’hallfe bezañ an douar a-bezh gant unan eus an euzhtud-se.

Kement-se a c’hoarvez en un Tokyo dismantret hag adsavet war-lerc’h an trede brezel-bed.

An arnod diwezhañ a stumm ur paotr divestroniadus a vo klasket gant bugale kozh an arnodoù kent e zistrujañ a-raok na zistrujfe ar voull douar.

Feulster, follentez an dud, a zizoloer a-hed ar c’hwec’h levrenn hag ivez ar blijadur a vezañ yaouank, a rannañ gant e hentez c’hoant ur bed gwelloc’h eget an hini a c’houzañver.

Euzhtud int evel pep hini ac’hanomp, pep hini barregezhioù estlammus, pep hini o vezañ brokus, feuls, gwarizius ivez, pe o c’hoari evel bugale laouen gant ar vuhez. Tro zo roet d’ al lenner en em hevelebiñ ouzh an tudennoù dre ma ‘z int niverus. N’int ket gennet en ur braslun ouzhpenn, ha tammoù eus o fersonelezh na anavezer ket a ro tro d’ al lennerion o dizoleiñ a feur ma ‘z a an istor war-raok.

Bale a reer gant an tudennoù dre zismantroù ar meurgêr ez eo Tokyo nevez, bombezet c’hoazh ha c’hoazh, beuzet gant ar mor, bagadoù tud digenvez o kantren, prest da heuliañ an hini a ginnigo dezho un huñvre mat ha pa anadfe evit gwir bezañ un hurlink spontus.

Kantadoù a bajennadoù gant tresadennoù kaer, hoalus, skrijus, bev, dizoloadennoù betek an diwezh ha peadra da brederiañ, setu pezh a ginnig Akira.

Laouen e vezer da vont er-maez ur redadeg tizh bras ha hiraezhiñ a reer war un dro d ‘un handerc’hañ ken pinvidik.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.