Al laer avel kevelenn gant Roparz Hemon embannet ar wech kentañ e niverenn 50 Gwalarn, 1933, adembannet e Kleier eured.
Tudenn Emil zo deskrivet evel un den diforc’h, diaes dezhañ kaout e walc’h gant e vuhez kelenner. Padal ne ra ket eus e ziforc’h un elfenn krouus. Ne oar ket zoken e c’hell bezañ eus un dra na vefe ket ul labour nemetken. Ar sonerezh, hervez e vignon an daneveller, zo un dec’hadenn evitañ, ur repu. Uzañ e amzer vak a ra gant ar sonerezh, stankañ ur goullo.
Tennañ a ray korvo, dre zegouezh eus e anaoudegezh eus ar sonerezh. Kejañ a ra gant ur soner heñvel-poch outañ ha goulenn a ra digantañ kemer e lec’h da seniñ. Ar c’hoari a blij kalz dezhañ. Meur a wech ez adkrog gantañ hag ar soner a asant da vezañ erlerc’hiet en eskemm un nebeut arc’hant.
Emil a zeu d’ober fae war ar soner. Kavout a ra dister e c’hoari. Ober a ra anezhañ ur mezvier dedennet gant an arc’hant. Hag eo ?
Kemer lec’h un den all a blij dezhañ, muioc’h eget seniñ marteze. Pezh a blij dezhañ eo dezerc’hañ roll ar soner ha kendrec’het eo da vezañ gwelloc’h e zudenn eget ar soner gwirion.
Dre chañs ha dre levezon e vuhez diaes, hag emzalc’h Emil a c’haller soñjal, en em lazh ar soner.
Emil n’en deus ket da ziskoulmañ e vuhez gaouiat, n’en deus ket da dalañ ouzh disoc’h e emell e buhez ar soner. Lezel a ra war e lerc’h e vuhez kent hag ar c’helan. Kemer a ra plas ar soner da vat, ha tec’hout en ur vro bell.
Diaes eo memestra bevennañ ar gevelenn d’ un istor a drofe en dro d’an arz ha d’ar c’hrouiñ.
Kalz pinvidikoc’h eo. An arzour nemetañ zo ar skrivagner a zo bet barrek da gizellañ evidomp un dudenn a c’heller sellout eus meur a lec’h hep na zeufe da vezañ dister ar pezh a zo roet da welout.
Ur gevelenn bolis eo. Unan mat zoken pa grog gant kelan un den gwelet bev un nebeut devezhioù war-lerc’h e varv. An daneveller a ren an enklask. Dre zegouezh e kavo arverkoù a gaso anezhañ da bukañ d’ ar wirionez.
Tu zo da glask en tu all d’ar pezh a zo danevellet, ret eo mont dre sevel goulennoù ha n’eo ket dre begañ menozioù kozh a lez en deñvalijenn ul lod bras eus an oberennoù savet gant an aozer a-hed e vuhez.
Tudenn Emil zo ur c’helenner, ur bourc’hiz gant ur vatez, arc’hant a-walc’h da vevañ. N’eo ket e vuhez un eurvad klok ha klask a ra diduamantoù evel ar sonerezh pe beajoù da Paris. N’eo nemet diduamantoù na lakont ket en arvar e vuhez reizhet ha klet.
Ur c’hoari arvarusoc’h, entanusoc’h a gav o kemer lec’h un den all.
Amjestregezh ar saviad zo skoulmet gant marv ar soner. Ne anavezomp diwar an darvoud nemet ar pezh a lavar Emil d’an daneveller. Ar polis a chom berr war an enklask. Diaes gouzout hag eo un emlazh pe ur muntr ? Ar soner a c’houlenne muioc’h a arc’hant, hervez Emil, ha mezvier e oa, hervez Emil… An daneveller a lavar bezañ, marteze, mignon nemetañ Emil. Setu.
Soutilder an aozer hon lez en entremar.
N’eus na drec’h na c’hwitadenn er gevelenn-se.
Emañ en he c’hreiz atersoù an aozer war ar gevredigezh ma vez, ha war al lec’h en deus e-barzh.
An hevelep goulenn a gaver er pezhioù c’hoari Un den a netra ha Dour ar c’halvar.
Peseurt liamm zo etre ar pezh a reer hag ar pezh a vener ober ? Petra eo hon darempredoù gant ar bed ma vezomp ? N’eo ket aes neveziñ ar bed ha bezañ er bed war un dro. Ha ne vezer ket bepred en arvar da sankañ er sodelloù ? Ha ne vezer ket en arvar da veveziñ pa venner krouiñ ? Hag e c’haller sevel un oberenn er-maez eus ar bed, hep mont d’ an dud a vevomp en o zouez ? Ha ne vefe ket laerezh ar vuhez ?
Chom a raimp bepred hep gouzout petra hon eus degaset d’ar bed, ha petra a ray an dud gant se.
Roparz Hemon zo un den barrek da sevel goulennoù en ur sevel istorioù dedennus.