Albertine

anaonTener eo ar gouloù en iliz vihan alaouret.
Kollet gant trevelloù on degouezhet gant dale.
An oferenn zo par d’an holl oferennoù kañv ‘m eus perzhiet enno. Renkennadoù pennoù moal ha blev gwenn zo dirazon.
Evel ma lavare un denig kozh war ar straed, da respont d’ur mignon o tremen, mat e oa.
Deuet e oan da gimiadiñ diouzh ur vaouezig kozh prim ha fraezh.
Ne ouien ket kalz diwar he fenn. He gwelet ‘m boa un hanter dousennad a wechoù.
Savet he doa levr ar sorbiennourion hag ar sorbiennañ e Breizh. Kroget he doa el labour gant fichennoù hag echuet gant un urzhiataer. Bennozh d’al levr-se en doa un den all eus Kreiz Breizh va fedet d’ ur gouel ar sorbiennoù. Un drugar a zevezhioù e oa bet, kejadennoù lies ha dudius.
An darvoud a oa dioutañ e-unan ur binvidigezh na vije ket bet anezhi hep labour an itron gozh o kimiadiñ bremañ diouzh ar bed-mañ.
Ur chañs e oa bet, hag ur chañs ivez ar beilhadegoù bloaziek a zleomp dezhi.
Diskouez a rae e c’haller kas labourioù talvoudus war-raok hep gortoz labour ar re all, hep gortoz un drugarez.
Ne ‘m eus ket ar varregezh-se. Diaes eo din kenlabourat gant ar frammoù a zo livet e trell-lagad gant trivliadoù an dud.
Mil drugarez dezhi, d’ he labour.
Ni a chom, lod eus an hent.

Conteurs de Bretagne, Institut culturel de Bretagne 2002. Albertine eo a ginnig al levr evel ar benveg brokus ez eo, hep menegiñ ar sammad labour graet ganti evel just.
Roll ar sorbiennourion zo bepred war load Skol-uhel ar Vro.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.