Naouegezh alvezel zo aet da naouegezh artifisiel en unan eus geriaouegoù an Ofis.
M’ o deus an dud-se kavet ar ger naouegezh o dije kenkoulz gallet mont da welout penaos e oa bet stummet.
Merzet o dije ne oa ket bet savet ar ger dreist-penn-biz, un dargouezh. Gwelet o dije e oa ar ger-se war dalbenn ar sturyezhañ hag e oa en ur vaezienn un tamm mat ledanoc’h eget ur c’hoari plouz berr evit kavout ur ger apupre a rafe brav ha na vije ket re bell eus ar galleg.
Perak n’o deus ket savet neuze skiant artifisiel pe welloc’h intelijañs artifisiel. Nann gwelloc’h mont war raok en diboellegezh.
Ni zo krouerion laouen ha dieub a c’hallfent kanañ.
En degouezh ez hañvalont en em ren e giz preizherion, laeron, pe labaned ?
Pezh a zo yael en degouezh eo ez on me rediet da furchal e-barzh Lavaroù Preder evit tostaat ouzh ster resis ar ger a bled gant un danvez na bleustran ket boas, nag e brezhoneg, nag e galleg.
Rediet e vin da adskoulmañ gant un darn eus va labour a oa renet war-eeun e brezhoneg hag a oa dic’hallus din kenderc’hel e galleg. N’eo ket peogwir eo disteroc’h ar galleg hogen peogwir ne anavezan ket al labourioù graet e galleg war an danvezioù-se.
Da ‘m meno kalficherion ar gavadenn naouegezh artifisiel zo ken berr o spered war an danvez egedon. Petra a dalvezh naouegezh evito ? N’ eo nemet ur ger ouzhpenn.
An hevelep re eo emichañs o deus savet urzhiataerezh evit stlenneg pezh na vir ket outo da arverañ deveradoù stlenn a hent all. Bepred gant ar spered krouerion gouez ha dieub emichañs.
N’o deus ket savet-amprestet informatik evit ar wech hogen savet un deverad war skouer ar saozneg, a gav din, hogen to compute n’eo ket kevatal da urzhiatañ. Dichañs !
Poell ar brezhoneg en afer zo eilrenk. Forzh penaos n’eo ar brezhoneg nemet ur yezh komzet ha pep hini zo lipr.
Evel ma lavare ur sorbiennourez, pe ur werzhourez eilaozadoù diwar ar sorbiennoù kentoc’h : ober a ran ar pezh a blij din peogwir n’eus aozer ebet d’ar sorbiennoù… Ha kae da strakal brulu war ar menezioù du gant da c’houlennoù va faotr.
Ma n’eo ket diskouez dispriz evit ar sorbiennoù ha dispriz evit ur yezh hag evit ar stuzegezhioù pobl, eo sotoni glan neuze.
Keit ma vo ar vrezhonegerion o c’houlenn an aluzenn digant ar Stad C’hall e chomo ar brezhoneg ur c’hoariell hag un diduamant etre daouarn bihanvourc’hizion Frañs ar c’hornog.
Kredet ‘m eus ur predig e c’halle ar brezhoneg kavout nerzh o lakaat un troad en armerzh.
Koniri glan eus va ferzh.
Ret e vefe e doare pe zoare krouiñ ur vaezienn armerzhel breizhat evit ma vefe gwir. Pezh a c’houlennfe mont en arlez eus ar frammoù politikel hag armerzhel gall. Diglet mik e vefe.
Ma ne reer ket, e chomo ar brezhoneg unan eus ar bitrakoù breizhek gwerzhet d’an douristed a ra eus Breizhiz touristed en o bro.
Mar teufe a benn an dud da eskemmañ stankoc’h war o labour e-lec’h skrapañ labour an eil hag egile hep kas zoken ur poz d’ar stroll en deus graet al labour en o raok e vefe dija un araokadenn.
Met marteze ez eus bet eskemmoù etre labourerion an Ofis ha labourerion Preder ? Hervez an dibaboù graet avat ne hañval ket din.
Ur yezh n’eo ket un danvez dister ha neptu, ur c’hoariell evit oadourion chomet en o bugaleaj. Dreist-holl ur yezh o c’henel bemdez evel ar brezhoneg.
Ne rafe forzh an dud o deus ur yezh solut, diazezet mat evel ar galleg, ar saozneg hag all, e c’hellan kompren. Ha c’hoazh e vefe ret dezho diwall. Poblañs Sveden, da skouer, zo hep mar ebet kizidikoc’h ouzh dazont e yezh eget poblañs Breizh ouzh dazont ar brezhoneg.
Gwelloc’h e vefe din labourat eget flapañ.