amzer louet

En amzerioù-se e oa louet an amzer, izel an oabl war ar mor.
Bale a raen hir war an tornaod.
Glizhenniñ a rae war va dremm.
Gwech e heulien ar wenodenn strizh a-blom d’an draezhenn, gwech e oa ret krimpañ war ar reier el lec’hioù ma oa difaragoellet ar wenodenn war un dro gant ar roc’h kuzum.
En amzerioù-se e oa flour daoust d’an deñvalijenn, daoust d’an digenvez.
E ‘m c’hreiz e loske un eostad heol a vije aet da c’houlaouiñ ar bed evit kantvedoù.
Fonnus e chom an eost, bevezet ha nevesaet gant ar re a zo banvezerion hag eosterion a bep tro.
Devezh ha devezh e kaerañ e ved da vab-den.
En amzerioù louet ivez e sked an heol.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.