Mont betek genou ar stêr, lec’h ma kas ar mor e zour sal. Amañ e kresk ar gwez o delioù bihan ha bras a ra un disheol klouar ha klet.
Eno e teu an aourgi war glask kranked bihan ha meskl.
Bihan na bihan, lipous na lipous, ken lipous ma spluj e bav e-barzh an dour da gaout e voued sasun.
Tapet eo gant javedoù ar c’hrokodil meur skoachet er fank.
Na skrijit ket, pa vezer bihan ez eur rediet da vezañ fin evit dreistbevañ e bed ar re vras. E giz-se e c’hounezer ar gwir da vont lipous ha disoursi dre ar bed.
– A Aotrou krokodil meur ha meurdezus, roue kozh genou ar stêr. Tapet hoc’h eus un tamm gwrizienn a zroukkemerit evit pav un aourgi bihan tener. Iskisat tra.
– Biskoazh kement all ! Koshaat a ran, eme ar c’hrokodil.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus a vezañ distardet ho tent da ‘m lezel da vont, trugarez ha kenavo.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !
Bezañ lipous a ra diaes derc’hel devezhioù hep mont d’ar stêr da granketa… Ne bad ket an aourgi bihan tener ouzhpenn ar sizhun.
Distro war ribl ar stêr e skeud an delioù bihan ha bras emañ an aourgi en amzivin. Pelec’h emañ skoachet ar c’hrokodil ? Neuze e komz outañ e unan, kreñv, da vezañ klevet.
– Ne ‘m eus ket chañs hiziv. Krank ebet. Pa vezont amañ e c’hoariont da bignat an eil war gein egile. Pa velan kein ur c’hrankig e gorre an dour n’ eus nemet a deurel ur pav ha tak, tapet ar c’hranked. Nag ur friko. Hiziv avat n’ eus hini ebet.
– Na soutil an aourgi bihan-se. Emaon o vont da ziskouez dezhañ kein ur c’hrankig.
Hejañ a ra ar c’hrokodil beg e fri war-c’horre an dour.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus a ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, trugarez ha kenavo.
Ul lamm pounner a ra ar c’hrokodil meur war ribl ar stêr, hogen pell emañ an aourgi bihan tener.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !
A-benn ur pemzektez, daoust d’an dañjer, e tistro an aourgi bihan tener davit genou ar stêr.
– Chañs ebet c’hoazh, emezañ kreñv a-walc’h, n’eus meskl ebet. Pa vezont aze e varvailhont kement ha kement ma teu klogorennoù bihan da darzhañ war-c’horre an dour. Neuze e luskan va fav e-barzh an dour ha tak, meskl e-leizh a dapan. Nag ur friko neuze. Hiziv n’ eus klogorenn ebet. Siwazh.
– Ma ! Klogorennoù… Me oar diouzh ar c’hlogorennoù.
C’hwezhañ a ra ar c’hrokodil dre e fronelloù. Na ledan e fronelloù avat, nag ur vourbouilh an diaoul war-c’horre an dour.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus da ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, trugarez ha kenavo.
Lammat a ra ar c’hrokodil war ribl ar stêr, un nebeut kammedoù a ra war-lerc’h an aourgi bihan a zo tec’het prim ha prim.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !
Hag e vo ret d’ an aourgi tremen hep kranked ha meskl hiviziken ? Gwelet e vo.