N’en deus ket an aourgi kredet distreiñ betek genou ar stêr ken.
Kavout ur fiezeg zo bet evitañ ur chañs. Bemdez e c’helle ober kofad fiez saourus ha sasun.
Aet skuizh gant gortoz distro an aourgi ar c’hrokodil a ziviz ober un droiad enklask dre ar vro. Dizoleiñ a ra an aourgi en e fiezeg.
Antronoz ez a abred da verniañ ar fiez kouezhet dindan ar gwez. Emguzhat a ra dindan ar bern da c’hortoz e breizh.
O welout ar bern fiez, en deus an aourgi disfiz. Neuze e komz outañ e unan.
– Un dichañs eo din. N’eus fiezenn azv ebet ken. Gant an disterañ avelig e krenn ar fiez azv. Siwazh ne welan nemet fiez sonn, put ha dizebradus.
– Nag ur beg figus hennezh. Me zo o vont da lakaat ar fiez da grenañ, dezhañ da gemm mennoz.
Difretañ a ra ar c’hrokodil kement ma kouezh ar fiez a bep tu ken ma weler e gein skantennek.
– Trugarez vras Aotrou krokodil meur ha meurdezus da ziskouez din e pelec’h emaoc’h skoachet, kenavo.
– A ! O ! Kerniel an diaoul ha kroc’hen ma c’hein ! Te welo !
Spiañ ha spiañ an aourgi a-hed devezhioù a ra ar c’hrokodil. Anavezet mat boazioù al loen e tiviz e drapañ en e di.
Aet an aourgi d’ober e droiad pemdeziek, war-bouez un taol eus e lost e tigor ar c’hrokodil an nor. Emstaliañ a ra e-barzh an ti da lonkañ an aourgi dres pa dremeno an treuzoù.
O tostaat d’ar gêr e wel an aourgi bihan ur roud war an douar, e-giz riskladenn kef ur wezenn. An nor zo a-dreuz…
– Tiig bihan, perak ne lavarez netra din. Boas e c’houlennez penaos eo bet an devezh ?
Ar c’hrokodil a gemer mouezh un tiig bihan…
– Salud dit aourgi bihan tener, me zo da diig bihan a c’houlenn diganit hag eo bet plijus an devezh.
– Na raouliet da vouezh, anoued zo ganit. Keuneud ez an da zastum d’ober tan.
An aourgi a vergn keuneud ouzh mogerioù an ti. Tanañ a ra ar bern. Pulluc’het eo ar c’heuneud hag an ti, ha mogedet an Aotrou krokodil meur ha meurdezus evel ur c’hozh harink sol.
Diwar neuze en deus bet tro an aourgi bihan tener da vont pa gare betek genou ar stêr, lec’h ma vez dindan ar gwez o delioù bihan ha bras ur disheol klouar ha klet, da zebriñ kranked bihan ha meskl.
An istor-se zo diwar maladur ur sorbienn indian embannet e-barzh levr Miss Sara CONE BRYANT e derou an ugentvet kantved.
Stories to Tell Children London, 1918, troidigezh c’hallek gant Élisée Escande, Comment raconter des histoires à nos enfants, deuxième série, Nathan 1926
Tostaat a rin ar sorbienn-se ouzh «The Enormous Crocodile» gant Roald Dahl, 1978, da lakaat kichen ha kichen daou eztaol disheñvel, div stuzegezh disheñvel, div lennegezh disheñvel.