an dalled hag an olifant

an dalledSeizh logodenn dall a glev un olifant.
Aon o deus. Petra eo ?
Unan a gred tostaat. Touch a ra ouzh ur pav.
– N’eo nemet ur piler a zo kouezhet aze.
Un eil a dosta ivez. Touch a ra ouzh an drompilh.
– Un naer eo evit gwir.
An trede a douch ouzh ur stilhon.
– Ur goaf eo.
Ar pevare a bign betek war benn an olifant.
– Hopala, un tornaod eo !
Ar bempet a dremen e-kichen ar skouarn.
– Un aveler eo, darbet eo bet din bezañ kaset gantañ d’an traoñ.
Ar c’hwec’hvet erfin a douchas ouzh al lost.
– Ma, ur gordenn uzet eo.

Neuze, ar seizhvet a oa chomet sioul a yeas d’ he zro. Kemer a reas hec’h amzer. Pignat a reas war an olifant, e ergerzhout a reas eus an drompilh betek al lost, ha ne c’hwitas war lod ebet eus al loen o vont a-gleiz hag a-zehou, o tremen a-us ha dindan.
– Mat. Me wel ! Pavioù solut e-giz peulioù, un drompilh wevn e-giz un naer, daou stilhon begek e-giz goafioù, uhel e-giz un tornaod, divskouarn bepred o vont e-giz daou aveler, beg e lost evel ur tamm kordenn gozh, setu un olifant kaer.

Sept souris dans le noir, albom gant Ed Young, 1995, embannadurioù Milan.
Anavezet eo ar sorbienn-mañ evel parabolenn voudaek savet en India en amzerioù koshañ. He adkavout a reer en Azia a-bezh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.