an dud jentil

an-dud-jentilAn dud jentil a zibun o soñjoù ha trivliadoù war a bep seurt traoù, fier gant o zamm brezhoneg, eürus mar bez, na zezrannañ dreist-holl, na glask pelloc’h eget ar golo, ha na gemm o brezhoneg mesket gant gerioù galleg, fazioù pennoù skañv, kavadennoù yaouankizoù a zistruj labour o diaraogerion dre ober o marc’had er yezh arnevez hep mont pelloc’h eget ur beveziñ, heñvel ouzh ar varc’hadourion sorbiennoù a ra gant ar sorbiennoù evel ma vefent seier goullo mat d’ober o marc’had.
Ne ra forzh evit seurt tud, pa n’ eus evito aozer ebet d’ar yezh pe d’an oberennoù pobl e c’hellont anat ober ar pezh a blij ganto…
Na begen gwan eo ar vro-mañ, na begen sot nay an dud a gred ez eo ar yezh pe an oberennoù pobl marc’hadourezhioù da veveziñ ganet diwar netra war loueoù o gourstalioù.
Ne ouzont ket petra eo al labour, petra eo buhez ar gerioù pe ar sorbiennoù, petra eo ar vuhez, an istor, krediñ a reont d’ar belbiachoù ragachet gant azened gopret da valañ sotonioù evit mad ur Stad na dalvez nemet da wareziñ stuzegezh ar marv.
Na vantrus eo o bed koant ha jentil. Jentil ? Kriz a zlefen lavarout.
Evit ar re-se kement hini a sav goulennoù zo mat da deurel d’ar blotoù, ken pell eo o buhez diouzh ar bed, diouzh ar gened, diouzh un hent rezidek.
Mervel a raint eürus ha mav un tamm anezho a vezañ bet gwastadourion ar goullo distrujus, an hini na gas nemet d’ ar goullo.
Dianav eo dezho goullo krouus ergerzherion ar re a ya war harzoù an denelezh, el lec’h ma sav pep eilenn heol ar vuhez.
Hag ez eus c’hoazh eus ar re-se ?
Ne vern, arvestomp ouzh an dud jentil.
Na c’hwek eo o bed.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.