Pegen eürus eo an itron gozh.
Soñj zo deuet dezhi eus ar brezel. Bombezennoù war an Naoned, un heug.
N’ eo ket ar gaoz avat. Soñj zo deuet dezhi bezañ bet kaset war ar maez gant ar re yaouank all, e ti un eontr bennak.
Mignonezed deskardiñ dezhi a oa bet kaset ivez en ur gêriadenn nes, div c’hoar. Kavet o doa un ti dezho ma vevent a-gevret, pell diouzh ar re-gozh.
Plijus e oa bezañ un hanter dousennad a yaouankizoù. Ar c’hoar henañ a rene war labour ar re all, hag e wrient, hag e varvailhent. Nag e c’hoarzhent skañv, didrubuilh, diwidre, kement ha ken bihan hag he c’henderv a zisoñje da vont d’ e labour er parkeier.
– Sapre fumelennoù a fuc’he ar voereb.
D’ar sul e teue ar baotred un tammig koshoc’h chomet er gêr vras, breudeur, mignoned.
Ar fest e oa en dro d’ur friko bras aozet gant ar boued bet en eskemm d’ o labourioù gwrierezh.
Ur wech an amzer ez ae hec’h-unan war varc’h-houarn betek an Naoned. Tregont kilometrad a-dreuz d’ar maezioù. He berrloeroù gwenn a gorolle war an troadikelloù, he brozh ledan gwriet er sizhun a nije en-dro dezhi. Penn skañv ma oa. Vioù, amann ha bara gwenn fresk a gase ganti, en he c’haravelloù, d’ar c’herent chomet dindan arvar ar bombezennoù, ha bec’h d’ an archerion.
Fulor a zeu e mouezh an itron.
– Ar re-se a oa gwashoc’h eget ar voched. Kement tra o dije kemeret evito, da gorfata. Morse n’on bet tapet, dre chañs, peogwir e ‘m bije taolet kement a oa ganin war an hent da zistrujañ pep tra gant va daoudroad ha n’ o dije bet netra.
Plijadur, c’hoarioù, labour, karantezioù, mignoniezh, da viskoazh e oa bet kaer buhez an hini gozh hag e chomfe da viken.
Ur mousc’hoarzh en em zalc’he start e korn he lagad.
– Dal ! Kemer ar pakad gwestell evit da vab.