An istor kaerañ zo an hini n’ eo ket skrivet. Ha koulskoude ne anavezer netra muioc’h egeti. An tudennoù, an darvoudoù, zo eus ar boutinañ. Padal ne c’hallont e nep doare bezañ renket, muzuliet, termenet.
Kaer a c’hallan lavarout, ne c’hell ket bezañ termenet perzhded ar gened avat. A-vec’h merzhet eo tec’het.
Truchañ a c’haller, astenn d’ an arvester, livioù, sonioù, fiñvoù, notennoù, a gempenno amveziadoù touellus d’ar gened. Ar gened avat zo a ouenn gant ar rezid, steuzidik.
Koulskoude, ar pred-se, goullo, digor, a zegas d’ ar bed e zanvez, e voud, daoust bezañ dister a eskor ur binvidigezh a drivliadoù, a sterioù, ken niverus, ken lies, ken kemmesk ma c’hallfent trec’hiñ war leziregezh an denelezh o rouzmouzat.