an neved meur

neved-meurNeved, azeuldi e goudor pileroù betoñs, riboul gourhent ma red trepasoù puilh ha strizh etre marc’hadourezhioù berniet a vil vern dindan un neñv a-ispilh outañ koroll ar c’hameraoù hag an uhelgomzerioù, pell-pell a-us d’ ar pennoù. An dud a ya a bep tu da vagañ o feiz landreant ha prim, evezhiet gant morianed lufrus o fennoù moal ha gant millagadoù ar stlenneg, a-unanoù pe a-diegezhioù, bepred digenvez en ec’honder goullo skedus, marmor ha gwer ha livioù flamm, warno sonerezhioù dispan, dister, disked, ha mouezhioù, ha hopadennoù dianav, dizanv, ha tarav kammedoù skuizh ha ruilhadennoù karrigennoù.

A-hed an deiz, paket e las ar voest c’houllo safarus da c’hounit o zamm greun, e tro gward ar c’hefiourezed linennet war an aridennad kefioù betek an dremmwel. Mousc’hoarzhus, hegarat, seven, takennoù denelezh en aloubidigezh an dizenelaat reizhiadek e gourc’hemenn un doue marlonk e kompezont an aon a sav ennon peuzloen kollet er beurevezh nevez. An iskrouadur ac’hanon, digenvez, dic’hoanag, kenderc’het evel milionoù all war an tamm douar-mañ gant yoc’hekaat vil ar gwerinelezhioù beveziñ, a adkav en o mousc’hoarzh, er gerioù eskemmet, un tamm fiziañs en dazont.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.