an ti bihan

an-ti-bihanE-barzh an ti bihan war ribl an hentig
e-kreiz ar maezioù
ez a un den.
Ha kozh eo ?
Yaouank ?
Ne gomz da zen ne labour ket.
Bevañ a ra diwar aluzen.
Gwelet e vez o c’hoari biz meud
da vont e kêr
da lipat e vanne bier
da arvestiñ ouzh an dud
dilavar
didrouz.
Mont ha dont
aluzen
chopinad
chopinad
aluzen.
En ti bihan ez eus un den marv
digenvez ha didrouz
aet da get
diwar re vier
ankounac’h
kasoni
kozhni.
Ne ouezo den
morse
pe liv oa e ene.
Un den all a zeuio
a gavo an ti diannez d’ e dro.
Annezañ a ray an ti bihan
war ribl an hentig
e-kreiz ar maezioù.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.