War lezenn ar c’hoadeier, e-kreiz ar pradeier, e vez gwelet an ti.
Pintet eo war e beul a valir uhel en oabl glas.
Piv a vev eno ? Pegeit e pado en e di a ‘r c’houmoul, sachet ar skeul ?
Penaos e reer gant un ti e-kreiz an oabl, peseurt buhezañ ?
Hag eo skañv ar vuhez pell diouzh safar ar bed ?
Fraeshaet eo d’ar spered ?
Fraezh ha sklaer eo ar mennozioù en aer boull, a-us da vorenn ar beurevezhioù fresk ?
Hag ur blijadur espar eo bevañ e unan e splannder an heol ?
An den e beniti zo gedour, hag evezhier e boblad.
E selloù a bar war an dremmwel da gannañ d’ e bobl keleier ar vro en tu all d’ar selloù.
Diouganer ur bobl gaer hag eürus eo, kannad ur bed a gened d’ ar beajour.
Prezegenniñ a ra adal e leurenn. Kelenn a ra kened e boblad.
A dakennoù e skuilh gerioù e handerc’hadoù milvloaziek war an tremeniad.
E goroll zo jubennour an holl yezhoù dreist da strizhded ar meizadoù unton.
Kalz a lavaro an dud kaer o zeod diwar an ti e penn ar peul.
Prezegennoù, damkaniezhoù, dezrannoù…
N’eo nemet ti un den e geoded.