Ur mignon din zo war glask d’ar brezhoneg klevet en e yaouankiz.
Betek n’ eus ket pell ne oa nemet galleg etrezomp ha koulskoude e teu gantañ ur brezhoneg flour.
Komz a ra brezhoneg gant gerioù rannyezhel a denn d’ ar re glevet en e yaouankiz. Evel ma lavar e-unan, e ra strivoù da zistagañ mat ar yezh pa gomz gant ur brezhoneger na gomz ket e rannyezh.
Ne gavan ket displijus an dud a zeu ur rannyezh ganto. Plijus eo a-wechoù zoken, pa vestroniont o rannyezh. Padal, p’ emaomp e bro Naoned e vefen laouen da na vezañ rediet da gomz rannyezh parrez pe barrez eus kornog Breizh.
Evit farsal, evit e blijadur d’ hon lakaat d’ober gant ur gêr nevez adkavet gantañ e poueze an deiz-all d’ hon lakaat d’ober gant ar ger tô e-lec’h ar ger toenn. Un tog a lakaan d’an to peogwir e tistage va mignon ar ger-se evel ma vefe bet sinaeg.
Aet on war roudoù ar ger-se ha dizoloet ‘m eus e oa bet arveret e troiennoù evel balan-to, mein-to, plouz-to, a dennfe kentoc’h d’ ar pezh a c’holo an doenn eget d’ an doenn hec’h unan.
Pa gomz va mignon e galleg e lavar kekseksa, doare distagañ boutin er galleg pobl. Ne glask ket hon lakaat holl da gomz evel-se e galleg avat. N’eo na droch na drouk.
An holl ac’hanomp o deus ur galleg tiegezhel, ur galleg micherel, ur galleg korn-bro. N’eo ket evit kelo ez ay pep hini da lakaat ar boblañs a-bezh da gomz yezh e diegezh, e vicher, e gorn-bro.
Betek mont er skolaj ne anavezen ket ar galleg après-midi. Bepred ‘m boa lavaret tantôt. Lavarout a raen astantôt hag er skolaj ‘m eus kroget d’ober gant astaprem. An tantôt-se a oa ur souezh evit ar Barizianed a zeue d’an Naoned er bloavezhioù 60. Marteze eo aet da get bremañ nemet gant un nebeut tud kozh.
Pa zeu Kornogiz da vevañ e Bro Naoned e vefe mat dezho hon lezel da gomz brezhoneg ha mirout o rannyezh evit o farrez c’henidik. Ur yezh brezhonek ez eus ha rannyezhoù, parlantoù, a zo kaer, pinvidik, livus, hogen, a zo ent resis rannyezhoù.
Plijet omp e kavfe labour amañ hon c’henvroidi a ‘r c’hornog, evel ma c’hoarvez gant tud o tont eus ar bed holl. Padal n’ emaomp ket o vont da gomz gwenedeg, na sinaeg, nag arabeg, na japaneg, nag alamaneg, na saozneg war hon femdez, daoust d’an holl yezhoù-se bezañ kaer.
Ar chañs hon eus da gaout ar brezhoneg komzet e Breizh a-bezh, perak mont da ledañ rannyezhoù, pe nevez-rannyezhoù, a zo o buhez en o farrez, en o stroll mignoned pe genlabourerion ?
Chalus eo gwelout frammoù a emgemer a-zevri, geriadurioù, c’hoari d’ ar breizhad ha teurel a bep seurt war ar paper hep resisaat a belec’h e teu.
Disoñjet ‘m boa ar ger brezhoneg evit ar galleg poncif er ster kliched. Kavet ‘m eus poeñsadenn, netra war an orin, netra war an arver… Ne ‘m eus kavet roud ebet eus ar ger-se a zo marteze ur ger micher, lec’hel, pe nevez savet. Aet on da glask e lec’h all, adkemeret ar geriadur gallek h. a. hag adkavet ar ger bloc’heilad a vanke din. Evit bezañ diouzh ar c’hiz ez on evit oliadusted ar gerioù. A belec’h e teuont, penaos int bet savet, perak, pe arver ?
Pinvidigezh ar rannyezhoù zo aet da vagañ ar brezhoneg, hag eus ur brezhoneg bev e tiwano rannyezhoù all en holl liveoù ar brezhonegva. N’ eo ket ur c’hoari avat. Paouezomp da vont da heul ur gevredigezh a ra eus he foblañs ur bagad ganniaded dister da c’hoari ar Vrezhoned purju, pe ar vegennoù purju.
Bezomp denion, ha rez.
Ur banne d’an hini kentañ, pe d’an hini gentañ, en deus, pe he deus, lennet betek ar penn.