an trizekvet krampouezhenn

13Amañ emaoc’h e Su Breizh. N’eo ket ar memes krampouezh a vez graet.
Ne reomp nemet gant kenderc’hadoù lec’hel. Setu perak n’eo ket tre an hevelep blaz a zo gant hon c’hrampouezh.
Ar bleud da gentañ penn, ar bleud zo bleud Hyper U. A belec’h e teu an ed du ? Eus Frañs, skrivet eo war ar pakad. Ne zeu ket eus Reter Europa. Malet gant ur maen-milin e maen gwirion eo. Netra gwall orinel. Ar bleud-se a brenomp peogwir eo marc’had mat, ha du. N’eo ket evel ar bleud re sklaer divlaz a gaver e pakadoù all a zo malet re ha mesket ennañ ed du a bep seurt broioù. N’eo ket bevvaek ? Nann, n’eo ket, met gwelloc’h eo.
Ar vi, ar banneig laezh hag an tammig amann ivez zo bevvaek. Hyper U ivez. An tostañ eo, gourleur ar vro. Re vras, met ni zo boas bremañ.
Dre ma vezomp e Su Breizh e lartaomp ar billig gant eoul olivez.
Setu un arbenn ouzhpenn d’ar blaz. Ur banneig heol a ro d’ar c’hrampouezh.
Ar vamm-gozh a rae gant ur billig vrasoc’h a lakae war un trebez en oaled.
Aesoc’h eo gant an aezhenn leskiñ ha gant ur billig vihanoc’h.
Ar vamm-gozh a oa eus reter bro Naoned, war an harzoù ‘ta. Gant un tamm tonenn e rae evit druzañ ar billig.
Gant va mamm ‘m eus desket ober krampouezh avat. Kalz krampouezh a rae p’ edomp o chom e Sarcelles nondidie. Desket he doa kalzig a draoù digant ur vaouez eus Kalanel a oa he gwaz o labourat dindan an hent-houarn. Hi a lavare bepred : – An tamm amann Josefa, arabat disoñjal an tamm amann e-barzh an toaz, un tammig bihan tout zoken, hogen arabat disoñjal !

Setu… Setu penaos o deus krampouezh Su Breizh ur blaz arbennik ispisial diles na gavot e nep lec’h er bed.
Gant a-vec’h tri c’hant gramm e ran daouzek krampouezhenn. Neuze eo ret lakaat nebeutoc’h eget tri c’hant gramm pe vuioc’h.
Mar c’hoarvezfe ganin ober trizek krampouezhenn e paouezfe ar yer a zozviñ hag an ed du a greskiñ, er bed a-bezh, hag an hini a zebrfe an trizekvet krampouezhenn, hennezh a zeufe da vezañ gak.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.