Pignet war savadur uhelañ ar geoded, arvestiñ en ur sellad ouzh hollad ar milendall meurdezus. Bravat arvest, kempleshat abuzetez ma kav pep hini e hent bemdez, daoulagad digor, daoulagad serr.
Buhezioù tener, bresk, a viliadoù, liesegezh a c’hoanag.
Eus an uhel ez arvester ouzh hollad an hiniennoù dalc’het pep en e lec’h, bac’het pep en e roll, daoust d’ ar fonnusted, daoust d’ar strivoù, daoust d’ar feulster, daoust d’ar vrokusted, daoust d’ar mesk.
Eus foukennoù an trobarzhioù betek palez ar c’hreiz-kêr e vev pep hinienn seizet e greun ur marmor meurdezus ha pounner, dister, diijin.
Aze, en uhel, ken aes eo mont eus ur penn d’ ar gêr veur d’ he fenn all. War e bouezig, sioul, blizidik, arvestiñ ouzh pep soñj brokus. A-walc’h mennout.
Broudet gant an debron gouzout, hastañ, redek, tremen an harzoù, lammat ar voger, emstrinkañ er goullo, nijal.
Nijadenn verr, estlammus, ha, netra. A-vec’h ur flammijenn dinerzh en he c’horoll diwezhañ.
Un engroez tro-dro, dremmoù, en ur skleur tener, a venn ober, un dra bennak.
Ac’hanoc’h ‘m eus bet ezhomm c’hoazh, hiziv avat… Ne ‘m eus ket ken. Lezit me !
Me ? Meee, aner, dister, blejadenn an oan war glask e vamm, traken.
Sioul-sioul ez a ar gouloù da hesk.
Gant dent pe ziaoul marnaoniet eo bet troc’het an neudenn a gase ar gouloù eus al lagad d’ ar galon ?
Ne vo boulc’het enklask ebet. N’ eo ket ejen meur an Aotrou Roue a zo troc’h e neudenn.
Bez dichal komper Tigr, er sorbienn-mañ ne vi ket touellet c’hoazh gant komper ar C’honikl.
Sed ur c’hlozadur hep c’hoarzh na kri.
Du.