Ar bleiz gris zo titl ur sorbienn dastumet gan Marc’harid Fulup hag embannet gant Luzel.
Un den zo goulennet digantañ unan eus e deir merc’h da wreg gant ur bleiz. An hini yaouankañ a asant hag eus kroc’hen ar bleiz e teu ur priñs. C’hoarezed gwarizius ar plac’h a ra d’ ar c’hroc’hen un dra berzet gant ar priñs. Disrannet eo ar priedoù ha ret e vo d’ ar plac’h uzañ tri re votoù houarn da adkavout he fried ha ne vo nemeti evit lemel teir zakenn eus he gwad diwar roched he gwaz. He fried a ro dezhi teir c’hraoñenn da derriñ mar bez en ur saviad diaes.
Ar plac’h a uz he botoù, a denn an teir zakenn wad. Adkavet he deus he gwaz hogen emañ o vont da zimeziñ gant ur briñsez yaouank ha kaer. Terriñ a ra an teir c’hraoñenn. Da bewech e teu er-maez traoù prizius a ro en eskemm d’ ar briñsez evit un nozvezh da dremen e kambr ar priñs. Ul louzoù kousket zo diskennet d’ ar priñs gant ar briñsez nemet an trede nozvezh bennozh d’ ul lakez d’ar priñs en deus diskuliet dezhañ pezh a c’hoarveze. Distro e bried, e lavar ar priñs d’ ar roue istor ar c’houfr hag an div alc’houez hag ez a kuit gant e wreg.
Hanezenn ar c’houfrig prizius lavaret gant ar priñs a veneg ur c’houfrig en doa un alc’houezig aour warnañ. Kollet an alc’houez en deus lakaet ar priñs ober un alc’houez nevez. N’ en deus ket arveret an alc’houez nevez pa adkav an alc’houez kozh. Petra ober ? Arverañ an alc’houez nevez pe an alc’houez kozh ?
Notenn Luzel a-zivout istor ar c’houfr zo fentus. Lavarout a ra ez eo ur fazi a-berzh ar sorbiennourez peogwir eo an dudenn ur plac’h. An alc’houez a vefe neuze, hervez Luzel, arouez rev ar paotr, ha toull an alc’houez hini rev ar plac’h ?
Pinvidikoc’h eo ar skeudenn. Ar c’houfr zo kentoc’h an hini a zo bet dieubet gant an all diouzh e furm loen. Digoret eo bet d’ an denelezh gant ar plac’h e degouezh ar bleiz gris. An alc’houez zo an dieuber, en degouezh ar plac’h a asant bezañ er gevredigezh ha n’eo ket emrepuiñ e kletadurezh un hinienn na emell ket e buhez ar re all. Er sorbienn-mañ e tieub ar plac’h he zad diouzh ar marv tonket dezhañ ha dieubiñ a ra ar priñs diouzh e stumm bleiz gris e-lec’h mirout ouzh ar riskl da eurediñ ur bleiz.
O taveiñ d’ ur sorbienn dibetat e lavarin ez eo ar stumm loen war un dro drastus ha gwarezus. Keit m’emañ ar priñs e bleiz gris emañ gwarezet diouzh trepetoù ha rediezhoù e zenelezh. Ur wech aet d’e stumm den e krog ar c’hudennoù. An disparti etre an daou bried zo devoudet gant perzhiadur ar priñs en ur gevredigezh denion gant eured, gwarizi, reolennoù da zoujañ. An disparti zo un devoud n’eo ket mestroniet. Tonket eo, hud. N’ eo nemet un hent d’ ar benndudenn da gadarnaat he denelezh.
Ar plac’h a c’hellfe kenkoulz all lezel ar gwaz mont kuit ha chom gant he bugel. He lod eus al labour he deus graet : troet ar bleiz en e stumm den, ha miret e vuhez d’ he zad. Ensammañ a ra he atebegezh denel avat ha kenderc’hel gant al labour boulc’het.
Mont a ra brokus gant an hent da gadarnaat he denelezh, ha da argas ar feulster a zo e gwarizi he c’hoarezed a gav o mad gant un tonkad hiniennel, anistorek, ha na gomprenont ket roll kevredigezhel, denel, o c’hoar, ha dedaoladur he ober.
Degouezhet e penn an hent e c’hellfe ar plac’h arverañ d’ he gounid pezh zo bet krouet gant he hent eleze an traezennoù espar a zo ur binvidigezh en arc’hant, ha kas da sutal ar priñs o vont da briediñ gant ur plac’h all yaouank ha kaer.
Difenn a ray avat an tamm denelezh he deus kenlabouret da lakaat er bed hag adkavout he lec’h e-kichen ar priñs, er gevredigezh, en denelezh.
Ar plac’h all zo prest da douellañ evit kaout an traoù prizius, ne dizh ket mont en tu all d’ he hinienn, d’ he flijadur. An eured gant ar priñs n’eo nemet un trepet ouzhpenn e sodell ar vuhez eviti. Er-maez denelezh, en anistor emañ evel an div c’hoar.
Ur wech ouzhpenn, an dezrannoù hiniennek, bredelfennek, niverus war valadurioù ar sorbienn-se ne roont ket ment ar sorbienn. Ober a reont eus al lennegezh bobl un diduamant dinoaz mat da ezteurel anistor ar bobl.
Dedalvezout a reont d’ul lennegezh perzhiat en ur gevredigezh, en ur stuzegezh, talvoudoù ur stuzegezh all, hollveliek, dall e-keñver ar bed hag an denelezh. An tudennoù n’ int mui nemet hiniennoù o vevañ evito o unan. An dud o deus studiet ar sorbiennoù a eztaol kletadurezh o zonkad hiniennel, distag eus ar bed, eus an Istor, eus an denelezh. Dibenn an Istor, dibenn an denelezh a eztaol an dud-se. Gervel a reont d’ o skoazell a bep seurt mojennoù, argeloù, arouezioù, a ziskouez dezho pegen speredek int ha penaos int mistri war an dud voutin hag an danvez…
Hent-bac’h.
Kontadennoù ar bobl/1, Fañch an Uhel, Al liamm, 1984, p. 235-242.
Les contes facétieux du cadavre, contes populaires du Tibet, Langues et Mondes, L’Asiathèque, galleg/tibeteg, 2005