Ur glav a ziskolpadennoù skilbebrennoù a gouezh dindan lavnenn verr dremmet lemm ar gontellig vihan gwenn.
Kaset int er wok da adkavout ar follennoùigoù ognon teuzet en o c’hwezh, peuztreuzwelus.
Keit ma redis en o saourenn ar pebrennoù, e skarzh ar gontellig splus an tomatezennoù ruz, ront, boutin, war-bouez e veg kamm.
O c’halonoù taolet er sil a flastran gant an dorn da zastum ar sun.
Frondoù a sav er gegin.
An hanterennoù tomatezennoù war o genou a ya da boazañ sioulik war ar gwele a lavnennoùigoù skilbebrennoù aet da vlot. O sun a ziskennan war c’horre.
Ar gontellig a ya da gutuilh tin el liorzh.
Neuze e troc’h munut kignen.
Diwisket o fluskenn gant an tomatezennoù int mesket gant ar skilbebrennoù hag an ognon, sioul.
Tin, kignen, holen ha pebr Ezpeletako, un nebeut, zo diskennet, war al legumaj ha mesket ganto evezhiek.
Ne chom nemet da c’hortoz ez afe da beurvat an traoù gant al legumaj a boazh war un tan gorrek en o saourenn, ha neuze o debriñ gant krampouezh ha morzhed-hoc’h saourus kostez Baiona, pe gant un tamm bara poazhet an derc’hent ha morzhed-hoc’h saourus all, pe vioù, pe…
Un netraig a blijadur forzh penaos.
Neuze, ar gontellig vihan gwenn, kozh, uzet e lavnenn, dister, rusaet un disterañ he zroad mezell gwenn, a ya da adkavout diseurted e genseurted en o ziretenn, betek ar wech kentañ.