ar mignon dianav

mignon-dianavMorse ne’ m eus gouezet piv e oa.
Edo bepred e’ m c’hichen er predoù diaes. An eilennoù-se ma ne ouzer ket hag eo ar vuhez a gendalc’h pe ar marv a zo o tont.
Morse n’ en deus faziet war an diskoulm d’an enkadenn, ha bev on chomet.

Pa’ z on bet tizhet gant an n’ ouzon ket petra-se, an droug, an derzhienn, ar c’horf o tic’hwezañ, an huñvreoù na oant ket huñvreoù hogen skeudennoù bev, gweledvaoù estlammus ha skrijus,
e’ m eus sellet outañ.
Seder ha mousc’hoarzhus e selle ouzhin en doare en doa bet da ginnig din mont war-raok, da’ m lakaat da verzhout e oa ur pennad hent c’hoazh dirazon.

Marv on, divuhez da vat ar wech-mañ.
Va buhez a bella diouzhin evel ur film kozh, dispis ouzh dispis.
Perak, perak ar gaou-se ?

Da betra en dije talvezet dit gouzout edos o tremen, o pignat ar bazenn en tu all d’ar vuhez ?
Ne oa tro ebet dit gouzout petra a oa ouzh da c’hortoz.
Gerioù goullo e vije bet, deskrivadur faos, dic’hallus.
Betek ar penn e oa da vuhez.

Bremañ e ouzout da vat.
Buhezañ ar marv a rez.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.