E-kreiz ar sal emañ, azezet war ur gador vihan e vinioù ilin gantañ.
Ar bar zo war e du dehou ilinet outañ un dek den bennak pep hini e vanne bier.
Paotr an davarn a ya hag a zeu, bier, bara keuz ha kilhevardon a zasparzh.
Ouzh an taolioù bihan un hanter dousennad a dud, paotred ha merc’hed, zo staliet.
Paotred ar bar a gomz kreñv.
En tu all d’ ar prenestrer e weler un nebeut ostiziaded war ar straed, o gwerennad ouzh un dorn hag o sigaretenn ouzh an dorn all.
Ur son hiraezhus a zeu eus ar benveg, gorrek, hir, sioul, don. Ar soner a sell ouzh un dra diwelus war al leur, hanter hent etrezañ hag an nor. Emañ o vale gant ul lanneg divent a valir a-us da islonk ar mor. Lusenn a douell ar selloù. A-bell e teu mouezhioù, diveget, mouget gant al latar.
Steuziet eo ar bistro ha paotred o bier, an taoliadoù n’ int mui nemet skeudoù war ar mor.
Ur mousc’hoarzh a egin war vuzelloù ar soner. Sioul-sioul, a-unan gant ar sonerezh, en em led war e zremm a-vec’h stouet, dre e gorf o seniñ, e vizied, e ilin, ha d’ an dud a sell outañ hep e welout. Emaint war al lanneg, e-kreiz neblec’h, seder, hirnez ha koanag.
Maezioù Châteaubriant a dec’h rak gouleier ar c’harr, Iwerzhon n’eo nemet un huñvre kuñv war hon lerc’h gant lez Loeiz pevarzek ma labour ur bagad dañserion war letonennoù Versailles.
Notennoù sioul hag heson ar benveg zo ganimp c’hoazh.