arall

arallKavet e oa bet e lochenn ar c’heuneud. Gourvezet e oa en deñvalijenn war ur bern keuneud derv serc’h ha frondus, iskis e oa, neuz un askell-groc’hen warnañ gant e vantell ledan ha du. E zremm a oa kar da eskell al loen, roufennet, seblant ur voulouz pegus warnañ, teñval.
Deuet e oa aze da glask repu rak ar glav, rak an dud a selle outañ a-gorn hag o bugale a choue warnañ.
Blinkañ a reas e zaoulagad gant gouloù ar bann-heol laosket gant an nor digor. En em zisplegañ, diroufennañ e gorf-mantell, a rae goustadik.
Un tamm da zebriñ a voe kinniget dezhañ. Emstaliet en doa ouzh korn taol ar gegin, an daol vras ha koaret, sammet ur penn anezhi gant paperioù, louzoù, c’hoarielloù bugale ha bruzhun bara.
Ar c’hazh a chomas ur pennadig en entremar oc’h arvestiñ outañ. Treiñ a reas kein da vont gant e drepetoù boas, kousket, debriñ, bale.
Echu e c’hortozenn e savas an den. Ar bugel bihan en sachas dre an dorn d’ e gas da arvestiñ ouzh ar yer. Yer iskis e oa, reoù gant plu betek traoñ o favioù, reoù all louet, neuz tasmantoù ganto hag ur gribell ruz lirzhin.
An den a heulie ar bugel. Selladoù un den digor war ar bed a daole war an arvest, selladoù unan a oar priziañ kement eilenn, kement arliv, kement fiñv.
An askell-groc’hen dreut ha louet a valee peg ouzh dornig al labous drant. Ar bugel laouen a gentelie d’ an tremeniad pinvidigezhioù bed pemdeziek an tiad, e ved, al loened, ar bleunioù, al legumaj.
Degouezhet dirak toull dor ar porzh e laoskas an den dornig ar bugel. Ur sell a daolas ouzh ar porzh, an ti, an hent, ur jestr bihan, rouez, dik, a reas davit ar savadurioù, an tiad, ar bugel, ha dispaket e vantell e steuzias en avel an noz o tont.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.