araokadennoù

araokadennou

 

 

 

 

Araokadennoù ?
Ar skiant a ro tro da vevañ pelloc’h ?
An dud kozh ouzh kozh zo klañv, digenvez, rediet da vevañ o-unan, pellaet diouto ar stalioù, ar c’harter, fiziet en estrenion d’ober war o zro…
Bed louet.
Trec’h bras ar skiant.

Hag an denelezh, an denion, an dud ?
Kaoc’h, gast ha merde, bevañ bremañ a fell din, ha neuze mervel trumm.
Ar skiant ne c’hell netra evidon.

Souezhusat tra ?
Ha n’ eo ket, ar skiant a zo bet arveret da zistrujañ an den, d’ober ur yoc’h eus ur boblañs, da dreuzfurmiñ an denion en ur chatal renet gant azened ?

Dastum, dastum, dastum, arc’hant, bravigoù, levrioù, douaroù, embregerezhioù…

Buhezomp ta !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.