N’ on ket deuet a-benn da resisaat petra zo skoachet dindan arver ar ger arz.
Me gav din ez eo un eztaol diles a ginnig ar pred en e gemplezhded, pell diouzh ur stlennañ, pe ur brudañ, pe ur c’hehentiñ, pe forzh pe eztaol untu ha strizh.
Reiñ a ra tro da grouiñ rezid.
An hini a sav an oberenn hag an hini a zegemer an oberenn a c’hell kavout enni pezh a oa dianav dezho en ur lezel war o lerc’h ul lod mat a draoù dianav.
Al liamm denel stignet dre an oberenn arzel zo ur monedone diziwezh ha digor e-par an denelezh a-bezh.
Un doare da vont ouzh ar bed dre ar vuhezañ eo, un niñvañ.
Arz a eskor ma tizh an den bezañ en tu all d’ e galvezerezh, en tu all d’ e lorberezh, en tu all d’ e labour. Ne glask neuze na taol mestr na gounid evitañ.
Klask a c’hello gwerzhañ al labour, hogen an arz ne c’hallo bezañ na gwerzhet, na prenet.
Nevid an arz n’eo ket arz. Al lod brasañ eus ar marc’hadourezhioù war an nevid-se n’int ket arz. Ar marc’had-se zo ur vinell d’ an arz, un doare da zisteraat an niñvañ e gounid al labour, an oberenn e gounid ar c’halvezad.
War an dachenn-se n’on ket sur da gompren pezh a zo bet skrivet gant an amerikan Arthur Danto. Ar voest Brillo adkemeret gant an arzour (Labourer, oberour ha niñver ?) brudet amerikan Andy Warhol ha gwerzet ker-ruz d’an dastumerion (Ha petra en deus un dastumer da welout gant an arz ? Ha ned eo nemet graer war an nevid hollek ?) n’ en deus ket ouzhpennet arz e-barzh. N’en deus graet nemet hekleviñ d’ an arz a oa er boestoù orin, da sevel ur varc’hadourezh evit dastumerion. Gant an ermegour James Harvey ez eus arz. Lakaet en deus en e voest ouzhpenn merk an danvez a oa e-barzh, ouzhpenn an titouroù spirus, ouzhpenn an arver a vije graet eus ar voest da zezougen marc’hadourezhioù. Degas a ra kalz muioc’h eget ar stlenn a ro war endalc’had ar voest.
Ar furmoù, doare al lizherennoù, al livioù, o deus roet d’ ar boestoù kartoñs un ouzhpennad buhez, liesselezh ar pred ha diventelezh an dremmwel.
Degas a ra gouloù ha kened.
Er c’hontrol, nevid an arzoù ne ra nemet kuzhat pezh ez eo evit gwir eleze un hent da amred ar moneiz, da nevid dreistad madoù korvoerezh an dud dre al labour ha dre nevidoù an dramm hag ar feulster.
Stuzietoc’h evel just ober gant arz eget gant felliezh.
Dre o arver pemdeziek o deus boestoù James Harvey degaset mentoù nevez da bemdez kalz tud hep gouzout dezho.
Ret eo bezañ ur Yann-kouer eveldon avat, evit priziañ seurt eskoradur eus an arz.
Ret e vo prederiañ war ar pezh a c’hell bezañ anvet arz pobl, un arz a zo stag ouzh pemdez an dud, en deus ur ster e predoùigoù pemdeziek hag a laka da splannañ enno ar pinvidigezh na splann ket ouzh daoulagad an hini na wel ket pelloc’h eget al labour, an alvez, an nevid…
Muioc’h a dalvoudegezh nevidel ez eus gant labour Andy Warhol, ha muioc’h a arz ez eus gant oberenn James Harvey.
Andy Warhol a vac’h ar genedouriezh en ur metoù kalvezourion an arz ensavadekaet, ur reizhiad gwerzhourion-arvalion felladennek, keit m’ en deus James Harvey digoret war lieselezh ar bed an harzoù savet gant sodelloù ar pemdez, ober rezidek mar bez.