Klevet ‘m eus er skingomz, diouzh ur beure bennak, ur politikour a genlaboure gant bagad arlevier ar republik frañses.
Ar gelaouennerez a c’houlenne outañ ha ne oa ket diaes kregiñ evel kannad ha na gaout ur pleustr eus ar vicher.
Respontet en deus an aotrou dezhi, o vont outi dre hec’h anv, e oa an hevelep saviad ma oa bet hi p’he deus kroget e France Inter.
Hag ul leterc’had eo se ?
E-lec’h komz eus an degouezh meneget gant e aterserez en deus meneget un degouezh all.
En ur ober kement-se en deus diflipet diouzh ur respont gwirion, diouzh un tamm preder hag eskemm, dre ginnig ur skeudenn a gavan me diazas mik.
Ar gelaouennerez (kelaouennerez pe ambilherez ?) zo bet paket mik gant seurt respont ha divarrek da brederiañ. (Pezh a ziskouez marteze e oa he goulenn diwar-c’horre. Adkemeret he doa pezh a lavarer er mass media, hep un tamm enklask eus he ferzh).
Anat e oa koulskoude, zoken evit ul leue eveldon ha ne oa ket bet fiziet enni ambilhañ un abadenn diouzh ar beure war ar skingomz hep m’he dije graet labourioù all eus ar seurt, hogen un tamm mat aesoc’h, en a-raok. Desket he deus he micher, gwellaet he barregezhioù gant labourioù all a-raok ma vefe fiziet enni seurt abadenn.
En degouezh-mañ, Hag e c’haller ober anv eus leterc’had ?
Amañ, ar politikour ne zegas nemet ur skeudenn diresis a gemer lec’h un dezrann resis eus un darvoud eus an alvez : arc’hwelerezh frammoù ar stad, lakaet da gevatal d’ un darvoud o c’hoarvezout e metou al labour dre vras. Me, selaouer an abadenn zo lakaet da soñjal : ret eo da bep hini kregiñ gant ul labour.
Pe evit aesaat deveizañ ar gelaouennerez e oa, pe evit na respont d’ he goulenn, pe peogwir n’en doa an den aterset deveizadur resis ebet eus an degouezh ma berzhie ennañ.
Souezhus kenañ e vefe pa oa gantañ doareoù ul louarn kozh eus ar politikerezh.
E degouezh ar politikour, ar skeudenn degaset a chome e-par ar c’halvezañ ha ne glaske tamm ebet bezañ un digor evit e gendivizerez pe evit ar selaouerion hogen ur pik echu d’ ur c’hendiviz na oa ket anezhañ evit gwir. Ne oa ket deuet ar paotr da gelaouiñ hogen da vrudañ.
Komzoù goullo a oa gant ar c’hendivizerion a oa divarrek d’ ober un diforc’h etre gwezhiañ en embregerezh France Inter a bleustr war ar moederezh hag an diduamant, ha gwezhiañ e framm stadel ur werinelezh vourc’hiz.
Hag e c’haller ober leterc’had eus keñveriadenn ar politikour ? Ar geñveriadenn a ra etre an dud o vont da gannaded hep pleustr politikel en a-raok hag ambilherez France Inter o kregiñ gant he micher a c’hell lakaat ar selaouerion da soñjal en ur bern traoù, zoken ez eo ar plac’h ul leueez a gentañ klas, degas da goun skeudenn an deraouad, degas da goun e vezer bepred deraouidi…
Me gav din avat n’eus digor ebet eus ar seurt gant keñveriadenn ar politikour alese ar paour kaezh plac’h o chom bout.
Gwelloc’h e kavan mirout ar ger leterc’had evit un niñvañ, ur gwezhiañ ma c’hoarvez bezusted ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ, un digor war bezusterioù diniver a eskor e pred ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ.
Ma fell deoc’h ober ho soñj war an eskemm, ken diresis eo pezh a skrivan, kit war load France Inter : an 24 09 17, le 7-9, Interactiv 8h38.
Evit ar pezh a sell ouzh keal al leterc’hañ eo gwell deoc’h lakaat ho fri e-barzh an dastumad LAVAR embannet gant PREDER, aze e kavot binvioù resis ha muioc’h zoken.