arz, folklor

Komz a raen gant ur gorollerez diwar-benn al lec’hioù ma c’helled selaou flamenko e Sevilla.
Lavarout a rae e oa kemmet an traoù en ur ober dek vloaz.
Al lec’hioù ma emgave ar metou flamenko zo troet da stalioù ma tegemerer an douristed, ma werzher dezho labour arzourion ha keginourion dister, trawalc’h da hilligañ o c’hoantoù terriñ gant o femdez. Kinniget eo gant marc’hadourion a zo laosk ha gouzañvat o liammoù gant ar stuzegezh flamenko.
An arz pobl zo troet d’ur folklor evel c’hoarvezet en Europa a-bezh, dindan ar renadoù frankizour koulz ha dindan ar renadoù komunour.

Gant ar stuzegezhioù ren n’eo ket anavezet ar stuzegezhioù suj evel stuzegezhioù.
Talvezout a reont da vinvioù, da draezoù.
Diouzh un tu e talvezont da bourvezañ un diduamant goubarzhel dre un oberiañ alvezel war dilec’hioù ar stuzegezhioù suj. Diwarno e kenderc’her diduamantoù mat da gorvoiñ arvezioù lec’hel ha da zerc’hel un hiraezhiñ d’ un tremened steuziet da vat, huñvre kaer un oad aour mat da barañ ouzh reuzioù an dibolitikaat a zo gant gwiskadoù ar boblañs en arlez d’ ar stuzegezh ren.
Seurt gwezhiañ zo spazet diouzh an niñvañ a rafe dezhañ kenderc’hañ kalvezadoù barrek da aotren un nit. Chom a ra e-par an hiniennoù a zo o c’humuniezh hini ar stuzegezh ren.
Emañ ar c’henderc’hañ kantet d’ al labour. A-walc’h d’al labourerion war ar stuzegezh suj dastum dilec’hioù ur stuzegezh marv, un arz marv, da genderc’hañ kalvezadoù nevidus a denn kalz muioc’h d’ un isstuzegezh ren eget d’ ur stuzegezh diles.

An troc’h etre stuzegezh pobl ha stuzegezh uhel zo c’hoarvezet e diabarzh ar stuzegezh c’hall ivez, n’ eo ket en darempred etre stuzegezh c’hall ha stuzegezhioù arall nemetken.
Moarvat e klot gant eskoradur ar bed greantel ha gant koazhadur ar gwezhiañ denel da zachenn al labour a c’hoarvezas neuze.
Savlec’h ar renerion a zeue da vezañ e dalc’h beveziñ-kenderc’hañ ar stuzegezh c’hreantel.
Ar monedone etre stuzhegezh uhel ha stuzegezh pobl a zeue da vezañ didalvez ha moarvat e teue da vezañ ur skoilh d’ ur c’henderc’hañ peurframmet, koazhet d’ an alvez.
Souezh ebet e vefe eskoret ar renadoù hollveliour da heul diorreadur ar bed greantel.

Ar poblañsoù lec’hel troet da vevezerion a hevelebe o ezhommoù a-fet gwezhiañ denel ouzh beveziñ ar c’halvezadoù pourvezet dezho, direet int bet da vagañ o c’horf en ur bed na vestronient e nep doare. O stuzegezh sujet penn-da-benn ne roe ket tro dezho emouezañ e riskle o buhez e-par ar beved.
Skarzhet e oa bet an argerzh denel, an oberiañ, an niñvañ. E-lec’h bezañ perzhiat el labour, en oberiañ hag en niñvañ, da c’henel ur ober rezidek, ur bediñ, ar poblañsoù a yae d’ ur stroll hiniennoù o klask pep hini bastañ da ezhommoù bevedel : reiñ kletadurezh pemdeziek d’an tiegezhioù da ginklañ o annez, d’ en em glozañ en ur gweledva dinec’hus, personnel, dizezrann ha neuze diarvar.

N’ eus mui tro da geñveriañ e saviad ouzh unan all, ouzh ur skouer all, ne berzhier mui en un niñvañ. N’ eus nemet patrom ar stuzegezh ren, degaset eus an diavaez, sonnet.
Ne dalvez mui gwezhiañ an dud sujet da sevel ur bed nevez hogen da lakaat ar vuhez da badout, devezh-ha-devezh, betek ar marv. Ne chom nemet un asvan a vuhezañ.

Keit ma veze rusianekaet ar republikoù soviedel e veze amparet bagadoù folklorek e-leizh gwerzhet o c’henderc’hadoù er bed a-bez.

War-lerc’h steuziadur un oberiañ lennegel etre an daou vrezel, e tiwanas e Breizh ul luskad folklorek bras. Petra vern an arbennoù lakaet, klotañ a rae gant savlec’h ur stuzegezh suj war ziskar dirak ur stuzegezh ren he doa trec’het, war a seblante, war arvar ar varbariezh vrezhon.

Ar c’halvezadoù kenderc’het a oa diouzh ezhommoù nevidel, politikel ha stuzegezhel ar stuzegezh ren. An hevelebiezh zo mat evit ar sujidi, an istud. N’eus ket anv a stuzegezh evit dilec’hioù ur bobl aet da get. Dre vras e oa gwadet d’ an oberennoù arallstuz bezañ bet estreget diduamantoù a-viskoazh, ur folklor.
Evel ma c’hoarvez gant an holl stuzegezhioù suj dre ar bed e oa kouezhet ar oberiañ hag an niñvañ da labour na c’halle mui degas nemet un diduamant bevezet ken gant an henvroidi, ken gant an douristed.
Lakaet eo bet kalvezadoù ar stuzegezhioù arall da aspadennoù un tremened aet da get, ha lakaet da lod eus kenderc’hadoù un amzer teñval a oa ragistor ar stuzegezh ren. Gant an henvroidi o-unan ez ae d’ un amzer kozh teneraus da virout evel relegoù santel pe da ziverkañ hervez o savlec’h er stuzegezh nevez.

Evit un nebeut tud a binvidikañ o anaoudegezh eus ar stuzegezhioù-se ez eus un niver bras a dud a gouezh e trap an «hevelebiezh», ar «gwrizioù».
O c’henderc’hadoù zo savet e stern ar stuzegezh ren gant dilec’hioù livus ar stuzegezhioù kozh, pe e savont oberennoù giz gwechall gant binvioù ha dafar ar stuzegezh ren. O fal zo kadarnaat o bevañs er stuzegezh ren a zo mestr war o labour, o oberiañ, hag o niñvañ (mar bez) dre vestroniañ an holl frammoù stadel, tiriadel, armerzhel, stuzegezhel.

An arz n’eo ket endalc’het en ur furm. An arz a gaver en ur c’halvezad, n’eo ket frouezh youl un den. N’emañ ket en alvez.
Pegen mat e vo diouzh ur savpoent kalvezel ar pezh a vo kenderc’het gant tud barrek war o micher, pegen kaer e vo da lagad ar vreizhkarourion, ne ray ket da hollad ar c’henderc’hadoù peget outo an adanv «brezhon» bezañ un arz brezhon.
Ezhomm ez eus eus ur buhezañ klok ha ledan d’ an arz eskoriñ. E nep doare ne c’hell bezañ youl un hinienn pe ur stroll hiniennoù zoken.
An arz zo en tu all d’ ar c’halvezadoù ha d’ ar stuzegezhioù, o zrehontañ a ra.
Ret eo niñvañ tost ha sellout pell, ha n’ eo ket kenderc’hañ pe «produiñ» evit ober gant ur ger na vo morse un oberenn arz.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.