Arz ar grennamzer a chom un arz gwerinel.
Da heul ar grennamzer e tistag an arz diouzh ar pemdez, emdreuzfrurmiñ a ra da vont war dachenn ar varc’hadourez, evel ar c’henderc’hadoù all : n’eo ket mui an arc’hwel a gont hogen ar gwerzh ouzhpennet, ar buzad.
An arzour gwerinel ne c’houlenn nemet gwerzh e labour. Ar arzour bourc’hiz a ziogel ul leve. Ret eo dezhañ plegañ d’ar goulenn, rakwelout ar goulenn, en em ober ouzh an nevid. An arz n’eo ket mui arc’hwelel. Aet eo d’un arz dreistezhomm, pompadus, diskouez. Ne sell mui nemet ouzh un arvalerezh talus : koskor ar galloud politikel, armerzhel. Kinkladurioù urzhiet evit dezerc’hadenn ar boblañs ren.
Un arz brudañ eo ivez : arz yoc’hek o klask lakaat degemerout gant ar muianiver talvoudoù an urzh diazezet gant ar renkadoù ren.
An arz pobl zo arz. An arz kenwerzhel zo marc’hadourezh.
Distrujet eo bet un niver bras eus oberennoù ar grennamzer peogwir e oant sellet evel un arz pobl, izel, dister. Goloet eo bet al leinoù livet gant liv gwenn pe gant adleinoù. An ec’honennoù neptuet zo bet miret da glenkañ an arz bourc’hiz. Ar bourc’hiz eo a ren war labour an arzour hiviziken hag ar pep farsusañ gant ar gevredigezh beveziñ eo e kred bezañ barrek pep hini da ren war an arzour ha da vezañ arzour e-unan. Diziouerus eo d’ ar c’henderc’hañ/beveziñ da vont en-dro.
Ar stuzegezh beveziñ en e gresk roñfl zo aet da aloubiñ an ec’honennoù padet frank adal ar grennamzer, distrujet int bet da rastellat moneiz, ha ganto eo bet distrujet an oberennoù a oa chomet kuzh ken pell.
En hevelep doare al lennegezh hag ar sonerezh gwerin zo diverket o zresoù re frank evit ar stuzegegezh arnevez, spazhet, gwennrazet da virout an ec’honennoù, an endalc’herioù ez int evit an arz marc’hadourezh. Skarzhet an endalc’had n’int mui nemet pakadoù eksotek mat d’an huñvre ha d’an diduamant, kinkladurioù d’ ur vuhez bevezer disoursi. Ar furmoù brasluniek a c’hell digudenn bezañ gwisket gant furmoù an arz trec’h. Eus arc’hwelel, eztaolek eo aet an oberennoù da vravigoù perzhek ha peurlipet a briz uhel war an nevid pe da oberennoù bruderezh debarzhet d’ar yoc’hoù d’o c’henteliañ war ar pezh a zleont bezañ ha war an doujañs a zleont d’ar re a ren war o zonkad.
Ar skritelloù pobl ne dalvezont nemet da verkañ marc’hadourezhioù n’int e nep doare eztaol ar bobl, eztaol buhezañ ar bobl. Eus arc’hwelel eo aet an oberennoù da arverek, o fall o vezañ treuzkas d’ar yoc’hoù kealiadurezh ar renerion ha da erounit o youl e-sell da zerc’hel ar yoc’hoù dindan gazelge ma ne c’hallint ket emellout e raklunioù peuzdoueel, dizenel, o mistri.
An arz gwerin a eskore eus kenderc’had stroll ar bobl, eskoradur e zenelezh e oa. An arz trec’h a vremañ a skarzh nep gallusted eztaol digant ar bobl. Strishaet eo d’ur yoc’h loenaet, drammet, bugelekaet.
Alese an tech da ginnig al lennegezh pobl hag arz ar grennamzer ivez evel un arz bugelek, vil. Alese emichañs an doare da gomz eus gwrizioù gant teneridigezh. Gwrizioù, lous ha kuzh, gizioù hon tadoù kozh a drevezer o stumm lavar. Padal ne lakaer ket en arvar ar stuzegezh ren.
Emeur en un amzer ma tremener hep un tamm bras eus soutilderioù an denelezh ha lakaat en arvar dazont an denelezh.
Ar renkadoù trec’h zo disoutil ha barrek hiziv da zistrujañ an denion e-sell sonnañ ar bed da viken. Poent bras eo ober un dra bennak eus an tammoù denelezh a strink amañ pe ahont diouzh an embregerezh distrujañ.
Pinvidigezh an arz er grennamzer, sellout ouzh load an RCCPM.
Ar skeudenn a zeu eus Images oubliées du Moyen Âge, les plafonds peints du Languedoc-Roussillon, a vo kavet e load an RCCPM a-us.