Evit ober anv eus atoriñ ul labour ez eus ezhomm e vefe ur saviad kenderc’hañ piaouel d’ al labour.
Hiziv an deiz ne ra an dud deboner nemet beveziñ ar gerioù kenderc’het gant yezhoniourion a embreg o labour en ur saviad kenderc’hañ a zo hini ar stuzegezh a ren warno.
Alese ez anad ar geriaouegoù evel kement a stalioù ma c’haller dastum gerioù diouzh an ezhomm hag ar blijadur. Beveziñ eo.
Rouez eo kavout ar gerioù nevez en un destenn kempoell ha solius, ha diaes kavout tud evit sevel ur breud.
E diouer ur saviad kenderc’hañ piaouel e tistera ment dezevout ha politikaat ar gerioù. N’o deus ket ul liamm oberiant gant hollad ar yezh, ha n’ int ket ul liamm stuzegezhel evit un niver bras a yezherion. Ne hañvalont ket tapout lañs da reiñ d’o atoradur ur barregezh stuziañ, gourzhtreiñ, broudañ preder ar yezherion.
Arveret int gant hiniennoù dibolitikaet ha distuz en arlez ar gevredigezh arall, an hini ma eskor ar stuzegezh nemetañ a bleustront, a genlabouront ivez da askenderc’hañ.
Pezh a c’hellfe bezañ bon d’ ur stuzegezh piaouel, eginel, a denn da vezañ ur stumm arlezat eus ar stuzegezh ren, folklor un nebeut hiniennoù. Chalus pa verzer perzhioù dibar ar yezh.
Un tammig berr eo ! Ya, ha diezhomm, keit ma chom randoniñ un hinienn.