bagig paper

bagigAn dud a labour war ar c’helaouiñ, ar politikerezh, an armerzh o deus abaoe pell dilezet o micher evel meur a vicherourion all. Ar re-se ent arbennik avat a labour start bemdez da veuziñ ar boblañs, d’ he lakaat da zisoñjal an tamm denelezh a chom ganti.
Sellout ouzh o fasoù livet evit an abadennoù moederezh pemdeziek ma n’ int nemet ganniaded truezus zo un dismantr da ‘m c’halon. Ar sammad labour a gasont pennek en un hevelep aner a c’hallfe degas kement a gened er bed.

E keit-se, ur skipailh skolaerezed, er vourc’h, a ra al labour a zlefe an dud-se ober, a zlefe kement den ober, bemdez.
Ha gopret int evit al labour-se ?
Tamm ebet ! O micher zo stummañ izili dister ur yoc’h diboell ha prientiñ an nevid ma teuy dalc’herion ur bed divlaz da zibab an ijinennoù diene mentrezhet diouzh arc’hwelerezh an ijinenn veur na dalvez nemet da askenderc’hañ ur bed dister ouzh dister.
Ar vaouezed-se a ro d’ ar vugale kalz muioc’h eget an elfennoù mibilius empleget gant an dibolitikaat a ren.
Degas a reont en o labour an tamm denelezh-se n’eur ket deuet a-benn da ziverkañ c’hoazh daoust d’ hon diseblanted. Ober a reont eus ar vugale izili ar geoded. O lakaat a reont da vuhezañ n’ int ket hiniennoù digenvez a ra pep hini diouzh e du ar pezh a c’hell, ar pezh a gar sañset.
Ar vugale zo kaset ganto da verzout eo ken pouezus ar pezh a zegas ur bugel hag ar pezh a zegas pep ezel eus ar gumuniezh. Pep bugel a zeu da vezañ ur skouer, ur skor evit ar re all hogen a c’hell ivez kemer hentoù bac’h, kammigelloù a ranko labour ar re all dirouestlañ.
Ul labour politikaat ha kaeraat a renont, ha n’ eo ket aes pa ‘z a ar bed gwerc’hel a-enep krenn seurt buhezadur brokus ha pinvidik.
Ne vern, derc’hel a reont da gement draig kaer, bresk, souezhus, a eskor eus un hevelep labour gant ar vugale, hep bezañ digalonekaet gant ar morad disterded ma veuzo seurt takennoù kened.
Nag a blijadur kenlabourat gant seurt maouezed kaer, speredek ha brokus.
Bresk ez eont, kaset gant froud an disterded a ren war ar bed, kaerat bagigoù paper pleget o vont drant e-kreiz ar gorventenn keit ma pado un tamm denelezh d’ o c’has war-raok.
Mont a reont, bresk, dic’houzvez eus ar gorventenn ma verdeont. Kalonekausat tud !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.