Ha mar befe eus ur barzh, ned afe ket ouzh ar bed. Mont a rafe gant ar bed.
Sevel a rafe goulennoù a vefe kement ha pazennoù un diri, kement ha kammedoù an hent. Mont a rafe brokus gant an dud, brokus eus e vuhez, brokus eus o buhezioù na vefe netra hepto.
Melani a drese dimp en egor jestroù lavar an Amerindianed.
Kerzhout a oa aroueziet en ur lakaat palvoù an daouarn an eil war lec’h egile en egor evel an daoudroad o vont war an douar.
An hent a oa an hevelep jestroù gant palvoù an daouarn troet davit an nec’h evel an douar o vont dindan pep kammed.
Ar barzh a gerzh en ur ec’honder gwerc’h. Emañ war ribl an islonk da bep kammed. Ne soursi ket gant ur wenodenn. Mont a ra diastal. A feur ma ‘z a e tiwan ar wenodenn dindan e gerzhed.
N’eo ket ar goullo a ergerzh hogen iziunadoù an denelezh a zo aet en e raog, kement ha na ouzomp ket c’hoazh, dargouezhioù.
Ne gemer ket riskloù, reiñ a ra un tamm bezoud da gement a zo galloudus, goulaouer a c’han an hent da bep hini eus e gammedoù.
Pep den zo diouganer an denelezh. Ober a ra, mont a ra, keal ebet gantañ eus ar pezh a zevoudo, hep gouzout tra eus an hent, hep gouzout ez a.
Emskiantekoc’h e vefe ar barzh ? Tener, bresk e emskiant neuze.
Pep aters a c’hell bezañ ur c’hammed gant ma ned ay ket d’ ur maen er c’hreñvlec’h a sav un den klañv en-dro d’ur beurbadelezh hiniennel aner.
Un diougan fall e vefe evit an denelezh paotadur seurt kreñvlec’hioù.