bandennoù treset

CBBDMirdi belgiat ar bandennoù treset zo evit gwir mirdi ar bandennoù treset belgiat.

Tintin hag ar bandennoù treset belgiat a vefe en hiladur eeun al livadurioù war ar roc’h ha karnedoù brastresoù Hokusai. Ne veneger ket kalz ar comics amerikan hag an albomoù skeudennet europat.
Er bloavezhioù pemont koulskoude e oa fonnus an albomoù skeudennet marc’had mat a adkemere aozourion italiat, amerikan ha saoz, hag adal derou an ugentvet kantved e oa eus ar bandennoù treset gall evel troioù kaer Bécassine hag albomoù Benjamin Rabier da skouer, a oa anavezet gant Hergé.
Albomoù Buck Danny a ziskouez a-walc’h levezon ar comics.

Mar klask saverion ar greizenn daveoù da reiñ d’ ar bandennoù treset un dezvad arzel, hollvedel, e c’hallfent ivez mont da glask diouzh tu ar stuzegezh bobl, an istorioù lavaret er foarioù gant skor lienennoù livet pe verc’hodennoù, ar sorbiennoù treset, ar c’hamishibai.

Tresadennoù ar c’hevioù, pe reoù Hokusai, zo kentoc’h brastresoù a-zivout un darvoud, pe o reiñ lankadoù ul labour. Pazenn gentañ ar vugale a grog da sevel ur sorbienn dreset zo tost outo. Menegiñ a reont darvoudoù an eil war lerc’h an all a-raok bezañ barrek da lavarout un istor.
Treserion ha skrivagnerion ar bandennoù treset a lavar un istor. Keflusker o labour eo an danevellañ hag o c’has a ra da gavout furmoù diles.

Lavarout un istor zo muioc’h bezant er stuzegezh bobl eget e labour un arzour a glask liesventegezh ar pred. Ar sorbienn zo da gentañ un istor, ar furmoù, ar c’halvezerezh a ziwan eus an danevellañ. Al liesventegezh, an hollveziadelezh a eskor eus an danevellañ.
Pa grog arzourion a vicher da lakaat an eztaol da venveg d’ o barregezhioù hiniennel e kouezher buan en un arz kenderc’hañ, un arz galloud, un arz marc’hadourezh, ar furm a gemer al lec’h kentañ, ha kalz arzourion eus ar bandennoù treset pe eus ar sorbiennoù n’o deus graet nemet gourzhtreiñ un arz e gounid un hinienn. Kabestret o deus o eztaol er furm. Pezh a oa lavar hollvedel, eztaol un den e-touez an denion a zeu da vezañ ur c’halvererezh e servij un den, ur vicher, ur chemet. Gounit e damm greun, bezañ mestr war e zanvez, ober berzh, bezañ peurbadel a zeu da vezañ amkanioù an arzour.

En eskoradur arz ar bandennoù treset e Frañs, gant ar Pieds Nickelés da skouer, e kaver ur furm a c’hourzhtreiñ an arzoù sevenaet, ensavadekaet.
An embannadurioù Dupuis zo bet marteze ar re gentañ o kas war-raok seurt arz hiniennel greantel. Tremen d’ur c’henderc’hañ greantel zo bet tremen gant aozourion a blege d’un nevid. Gant an embannadurioù Dupuis, e oa ret bep sizhun bouetañ ar gelaouenn Spirou.
E Frañs an dezvoù savet da sterniañ an embannadurioù evit ar yaouankiz o deus talvezet da gabestrañ eztaol an dreserion hag ar skrivagnerion-erbarerion bandennoù treset.

Roll an embannadurioù bandennoù treset hiziv a denn da bourchas albomoù eeun hag aes…
Ne vir ket ez eus bepred, hag ez eus bet a viskoazh, bandennoù treset kaer ha dudius kenañ, hag ez eo deurus ar Centre Belge de la Bande Dessinée e Brusel, paneve nemet evit savadur ar c’hourstal arz nevez m’emañ staliet, a zo bet savet gant Victor Horta e 1906.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.