banvez hon hendadoù

Perrault a oa emichañs un azenn kornek, kenkoulz ha Luzel, kenkoulz ha me.
Evit ar re gentañ, o deus bevezet oberennoù orinel evit o lakaat da glotañ gant stuzegezhioù mac’hom.
Padal o deus lezet war ar paper eskern o banvez renket koant pe goant.
Diwar an eskern-se, ha gant ur skoazell hud bennak, er sorbiennoù, e teu d’ar mare-mat d’an hini en deus kemeret penn an hent, amzer an hent, an eurvad da gas en-dro d’ar vuhez an oberennoù arz bevezet gant tud dall d’ ar bed, ken eeun ma tiwan ar plant diwar ar greun kac’het da heul banvez ul labous du.
Tud ‘zo avat a chom gant ar c’haoc’h, laouen.
Kemplezh eo ar vuhez, pinvidik ha kaer.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.