bern war vern

straedMesket tre eo adeiladouriezh ar c’humunioù a ampar Brusel. Tiez brikez uhel war bevar solieradur ur gambr nemetken, alies gant un talbenn flandrezat, tiez tufev solieradurioù uheloc’h ha ledanoc’h, adeiladoù arnevez beton ha gwer a sav uhel tre oc’h adskediñ ar savadurioù kozh en o zalbenn, hensavadurioù meur kinklet hag alaouret, palezioù…
Alies tre e verzher a greiz pep tra ur savadur uhel e korn ur straed he ziez bihan, pe en ur bignat gant ur straed war grap un dorgenn, pe a-dreñv un ti eus dibenn ar grennamzer.
Stankoù Ixelles zo e kreiz kêr, tro-dro dezho savadurioù kaer ha straedoù bihan a sko warno o pignat e-touez an tiez o mogerioù brikez.
En ur gumun all e kaver straedoùigoù o ziez stardet hag uhel liorzhoù don en a-dreñv, liorzhoù porzh evit gwir, pe liorzhoù puñs, liorzhoù kuzh. Straed Verbist a ziskenn eus Schaerbeek da Sant Jos eus tiez ledan ha cheuc’h, bepred stardet hag uhel, betek ur c’harter strishoc’h an tiez hogen sammet a stalioù bihan chouket, ennañ ur boblañs turkianed, indianed, moroked, morianed…

Kompez ha plijus eo an tolpad adeiladoù-se. Hañvalout a ra bezañ frouezh dargouezhioù, ha koulskoude eo kaer, heneuz. Kendiviz a hañval bezañ etre ar savadurioù, ar c’harterioù. Betek e kreiz touristel Brusel, Brusel ar gumun, e kaver savadurioù dirapar, ha betek er c’harterioù poblekañ e kaver savadurioù cheuc’h dalc’het e ratre.
Er c’harterioù a hañval dirapar ar savadurioù ha paour ar boblañs e vez klevet plijadur an dud deuet aze eus pell da glask bevañ gwelloc’h o zammig buhez.
N’eo ket bepred kempenn ar straedoù e kumunioù Brusel-Kêrbenn, hogen petra vern.

Pa vo bet pellaet dislavaroù hon bed neurozek ha pellaet riskloù an torzhellegezh hag an davantegezh e vo kaer da vat seurt bed liesfurm, pa na vo mui dibab ur vuhez uvel devoudet gant pouez ar rediezhoù hag an dispriz hogen gant ar blijadur da dañva ouzh ur bed ken kaer ha pinvidik.

Bezañ brezhoneger e Brusel a vefe moarvat ur blanedenn eürus ha pinvidikoc’h eget bezañ brezhoneger e Breizh. Ha ne oa ket dibab Sant Jos ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.