
Ha petra nevez e kêr Dundee ?
Amzer flour, glav munut?
Abred eo.
Ket kalz a dud gant ar straedoù.
Kleier an iliz zo mut en tour.
Kousket eo c’hoazh ar gouelini.
Dihuniñ a reont.
Garm trouzus,
amañ, ahont.
Kousket eo c’hoazh an dud a dremen.
Rouez.
Hag eo savet endeo implijadez ar Macdo ?
Tremen a ra dirak stal an dilhadoù kozh ha digoust.
Ur vantell domm a yafe mat ganti.
Ar studierion a labour e kambrig o c’henfeurm.
Tud yaouank deuet eus ar bed a-bezh.
Noz a beg ouzh dour ar stêr Tay.
Louet glas.
Ha gwelet e vo an heol hiziv ?
Warc’hoazh e vo digwener,
Bier ha komzoù
Diwezhat en noz.
Ur sizhun all a vo !
Goanag, yalc’h treut, ha kalon vat.
Tud Dundee.